Mont d’an endalc’had

Skolaj ar C'hleuz

Eus Wikipedia

Skolaj ar C'hleuz Sant-Jozeb
Skolaj ar C'hleuz
Ardamez Frered an deskadurezh kristen a Bloermael
Padelezh
Bro Breizh
Sujidigezh Breizh

Katolik
Frered an deskadurezh kristen a Bloermael

Skourr Deskadurezh Katolik
Zonenn-skol B
Akademiezh Roazhon
Izili Skolajidi: tro 710

60 kelenner

Doare Skolaj
Rener Franck Bureau 2023-bremañ [1]
Lec'hienn internet http://www.lecleusaintjoseph.fr/WordPress/

Skolaj ar C'hleuz Sant-Jozeb a zo ur skolaj katolik e kêr Redon, en akademiezh Roazhon[2] emañ, er zonenn-skol B.

Ardamez kêr Redon (Il-ha-Gwilen)

Lec'hiet eo en 22 straed Sant Mikael.

Savadur ar Galon sakr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digoret eo bet ar skolaj e 1833. Savadur pennañ ar skolaj a oa bet savet e 1922, an anv a zo savadur ar Galon Sakr[3]. 1320 m2 leur a zo, adsavet e oa bet diabarzh ar savadur etre 2010 ha 2013.

Rouedad La Mennais

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Delwenn Jezuz-Krist e skolaj ar C'hleuz e Redon

Ar skol a zo ul lod eus ar rouedad La Mennais[4], ur rouedad skolioù bet savet gant Jean-Marie de Lamennais pe savet adal patrom e selloù.

Eskemmoù-skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skolaj ar C'hleuz e Redon

Eskemmoù-skol a vez bep 2 vloaz gant skolaj ar C'hleuz ha skolajoù en estren-vro. Broioù liammet:

  • Un eskemm a zo gant bro Finland[5] e Lathy. Skolajidi pevare ha trede a vez kaset eno bep daou vloaz. Pa ne vez ket skolajidi breton o vont eno e vez degemeret skolajidi finlandat.
  • Ur veaj c'hwec'hvet a zo e Jerzenez.
  • Un eskemm a zo get ar 3de e Alamagn. Unan all e Madrid.

Beajoù-skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar C'hovid ez eus nebeutoc'h beajoù skol.

Un hentenn divyezhek a zo er skolaj, bet ez eus bet un opsion Brezhoneg diret[6] Un opsion Brezhoneg hag a roe an tu da dañvañ un eur brezhoneg bep sizhun, hag a oa bet digoret d'ar re 6vet en distro-skol 2018.

Meur a film a zo bet savet gant ar skolajidi brezhonegerien anezho ha diwar atiz Yann-Fañch Lugue evel an dañserien noz, pe c'hoazh an heuliad filmoù Met piv eo Belfegor ? gant ar c'hentañ film anvet "Met piv eo Belfegor?" embannet d'an 10 a viz Even 2017 gant sikour al liseidi bet skolajidi er C'hleuz.

E miz Even 2018 ez eus bet troet un eil film d'an heuliad, da vezañ embannet eo e miz Gwnegolo 2018. Bihan eo an niver a skolajidi o teskiñ brezhoneg, tro 16.

Un opsion LCE (yezh saozneg ha sevenadur europat) a zo. An tu 'zo da gregiñ e pempvet klas, kenderc'hel e pevare ha betek an trede klas.

Pa veer degemeret en opsion ez eus div eurvezh bep sizhun ouzhpenn d'ar c'hentelioù all:

  • 1 eur evit deskiñ muioc’h ar saozneg. (OBI)
  • 1 eur evit deskiñ ar sevenadurezh europat. (3CE)

OBI Desket e vez saoz

  • Saozneg evit tizhout al live A2 (eus ar CECRL).

3CE Ar pal a zo donaat mestroniñ ar saozneg en ur zeskiñ sevenadur, istor ha politikerezh an Unvaniezh Europat.

Listenn ar renerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Joseph Fauchoux 2006-2016[7]
  • Guillaume Le Chêne 2017-2022[8]
  • Henri Segond 2022-2023 [9]
  • Franck Bureau 2023-bremañ

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù e Brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]