Diellevr Redon
Diellevr abati Redon zo un dastumad kartaoù a ya eus fin an VIIIvet kantved betek an XIIvet kantved hag a zo a-bouez-bras evit Istor Breizh. Miret eo diellevr Redon e Diellaoueg istorel eskopti Roazhon hag adembannet eo bet div wezh, e 1863 hag e 1998-2004 (sellet ouzh al levrlennadur).
Un dastumad aktaoù perc'henniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer el levr-se eilennoù gwiriet eus titloù perc'henniezh Abati Sant-Salver Redon war he font. Diazezet e oa bet ar manati e Redon (e departamant Il-ha-Gwilun hiziv) e 832 gant Konwoion dindan gwarez Nevenoe, Roue Breizh. Kroget e oad gant ar gwiriekadur en eil hanterenn an XIvet kantved, dindan an abad Aumod (1062-†1083)[1],[2]. Daou eus an eilskriverien o deus skrivet o anv : Judikael ha Gwegon[3].
En diellevr ez eus 391 akta e latin, war 147 parchenn, dezhe 375 mm uhelder ha 275 led[4]. Skrivet eo an anvioù e henvrezhoneg, re an testoù niverus a gaver e traoñ pep akta peurgetket.
Tennañ a ra ar c'hartaoù d'an domanioù pe d'an douaroù un tamm e pep lec'h e Breizh. Un niver bras anezhe a denn da vadoù a zo bodet e traoñienn ar Gwilun, e reter ar Morbihan a hiziv hag e kornôg al Liger-Atlantel a vremañ.
Talvoudegezh istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An teul-mañ zo ur vammenn a ditouroù a-bouez-bras evit anavezout istor Breizh er Grennamzer, er Grennamzer uhelañ peurgetket, hag ivez he zoponimiezh hag an anvioù-familh eus ar vro. Ar meneger savet gant ar yezhoniour Bernard Tanguy a vod 2100 anv den hag 800 anv-lec'h, hep kontañ an adstummoù[2].
- Ur skouer anv gwaz meneget en diellevr : an anv brezelour kavet e meur a akta dindan ar stummoù maenchi, maengi pe menki a vod ar gerioù brezhonek maen ha ki, da lâret eo "kalet evel maen ha kannus evel ur c'hi". Klotañ a ra an anv-mañ gant an anv-familh a vremañ Menguy, Le Menguy[5].
- Ur skouer anv-lec'h : anv kumun Ploermael (Morbihan) zo skrivet en ur garta eus 864 dindan ar stumm Plebs Arthmael[6], da lâret eo "parrez" (Plou en henvrezhoneg) an den anvet Arth-Mael, un anv savet diwar ar gerioù brezhonek arth "arzh" (arouez ar brezelour) ha Mael "penn, priñs"[7].
Diellevr bihan Redon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un teul all a vez anvet a-wezhioù "Diellevr bihan Redon". N'eus ennañ nemet teir follenn diwar ar 14 a oa c'hoazh e 1840. Dastumet e oa bet en eil hanterenn an XIIvet kantved. Miret zo unan eus ar follennoù e maerdi Redon, hag an div all e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall[8].
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ À propos des cartulaires, l'exemple du cartulaire de Redon, Louis Goulpeau
- ↑ 2,0 ha2,1 Ouest-France, Cartulaire de l'Abbaye de Redon
- ↑ Hubert Guillotel, André Chédeville et Bernard Tanguy, Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - levrenn I ; Roazhon, emb. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes Dol et Saint-Malo, 1998, p. 15
- ↑ Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, p. 336
- ↑ Jean-Marie Ploneis, L'identité bretonne : l'origine des noms de personnes, ed. du Félin, Paris, 1996, p. 67.
- ↑ Jean-Pierre Brunterc'h, Hubert Guillotel, Bernard Tanguy et al., Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - tome II ; Rennes, ed. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes, Dol et Saint-Malo, 2004, p. 106
- ↑ Ploneis, op. cit., p. 71 ha Hervé Abalain, Noms de lieux bretons, ed. Gisserot, Paris, 2000, p. 92.
- ↑ Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, p. 336-337
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aurélien de Courson, Cartulaire de l'abbaye de Redon en Bretagne ; P., Imprimerie impériale (Collection de documents inédits sur l'Histoire de France ; 1ère série : Histoire politique), 1863
- Hubert Guillotel, André Chédeville et Bernard Tanguy, Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - tome I ; Rennes, ed. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes Dol et Saint-Malo, 1998.
- Jean-Pierre Brunterc'h, Hubert Guillotel, Bernard Tanguy et al., Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - tome II ; Rennes, ed. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes, Dol et Saint-Malo, 2004 (Studioù war rann gollet an diellevr, war an eil diellevr, war ar pennletrennoù ha war al livioù implijet, heuliet gant ur meneger hollek).
Studioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arthur de La Borderie, La chronologie du Cartulaire de Redon ; Rennes, Oberthur, 1901
- Pêr Flatrès, Les anciennes structures rurales de Bretagne d'après le cartulaire de Redon. Le paysage rural et son évolution, École nationale des Chartes (Positions des thèses, t. 41, 1971).
- Bernard Tanguy, Les noms de lieux dans le cartulaire de Landévennec, Landévennec et le monachisme breton dans le Haut-Moyen Âge, in Actes du colloque du XVème centenaire de l’abbaye de Landévennec, Landevenneh, 1985, p. 153
- Hubert Guillotel, Les cartulaires de l’abbaye de Redon, in la Mémoires de la Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne, t. LXIII, 1986, pp 27–48.
- Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, pp. 325–341.
- Bernard Tanguy, Le cartulaire de Redon : un témoignage médiéval sur le paysage, in Kreiz n° 11 (Brest, Crbc), 1998, pp. 21–31.
- Marie Hodicq, L'abbaye Saint-Sauveur de Redon au XIe et XIIe siècles : les raisons d'un cartulaire, Mestroniezh Istor (dindan renerezh Joëlle Quaghebeur), Skol-veur Breizh-Su, an Oriant, 2001.