Mont d’an endalc’had

Lec'hanvadurezh Breizh

Eus Wikipedia
Dregantad an anvioù-lec'h brezhonek e Breizh.

Ul lodenn vras eus anvioù-lec'h Breizh zo anvioù brezhonek, dreist-holl e kornôg ar vro. Met roudoù eus yezhoù all zo ivez el lec'hanvadurezh. Lod anvioù a seblant bezañ koshoc'h eget ar brezhoneg, hemañ a seblant bezañ war al lec'h war-dro ar c'hantvedoù teñval (goude ar Vvet kantved) : keltiek pe indezeuropek int, pe rak-indezeuropek zoken a-wechoù. Lod all n'int ket koshoc'h eget an anvioù brezhonek : gallek, gallaouek pe romanek int. Evel ma c'hoarvez en holl vroioù ez eus bet meur a levezon a-hed istor Breizh, ha meur a wiskad lec'hanvioù a gaver.

Geriaoueg implijet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez ez eus tud a ra gant anv-lec'h ha tud all gant lec'hanv. Er skridoù skol-veur e kaver an eil d'an aliesañ peogwir ez eus anvioù ha adanvioù aes da gaout (lec'hanvadurezh, lec'hanvadurel). War ar memes patrom e kaver douranv ha douranvadurezh[1], hentanv ha hentanvadurezh, torosanv ha torosanvadurezh. Koulskoude e tleer ober un diforc'h etre holladoù an anvioù lec'hiañ ha skourr ar yezhoniezh m'eo studiet ar seurt anvioù-se enni. Al lesanvouriezh eo studi reizhiadoù al lec'hanvioù.

E brezhoneg e vez implijet furmoù deveret eus ar galleg a-wezhioù : lec'hanvadurezh/toponimiez(h)- , douranvadurezh/hidronimiez(h). E gallaouek e vez graet gant "nom d'endret" evit lec'hanv.

Dindanadennoù darn an anvioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kumunioù Frañs a grog gant Plo- pe Plou-.

Anv ar stêr Ele, da skouer, a seblant bezañ rakindezeuropek, evel ma vez goulakaet aliezik en anvioù ar stêrioù en Europa. Galianek eo anv enez Eusa war a ziskouez. Un toullad anvioù a oa bet lakaet d'ar mare galian-ha-roman : daoust ha galianek pe latin int, n'eo ket aes gouzout ; bezet pe vezet, n'int ket anvioù brezhonek. Hervez ar studioù boulc'het gant Joseph Loth e kaver kalzik anvioù evel-se e kreiz hag e reter Breizh hag int gant al lostger -akos pe -acum, a zo aet da -ac, e galleg ha da -eg alies e brezhoneg (Muzilheg, Neulieg hag all). Emañ ar stummoù gallek en er reter d'ul linenn a zo etre Menez Mikael ar Mor ha c'henoù al Liger, hag an anvioù en -ac er c'hornôg d'al linenn-se. Al linenn-se a vije bet gwechall ar vevenn etre ar yezh keltiek hag ar yezh romanek. Er reter dezhi e vije emdroet an anvioù hervez reolennoù boas ar yezhoù romanek, hag er c'hornôg e vije bet miret ar gensonenn <K> abalamour d'ar brezhoneg.

Un nebeud anvioù-lec'h gallek-rik zo e Breizh ivez ; lod zo bet brezhonekaet evel An Oriant (Lorient, e galleg, a zeu eus Soleil d'Orient, anv al lestr kentañ a voe fardet war al lec'h gant ar chanterioù Compagnie française des Indes orientales e 1669)[2].

E tri departamant (Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan), hag e lodenn gornôg an daou zepartamant all (Liger-Atlantel, Il-ha-Gwilen) ez eus anvioù-lec'h brezhonek eta, bet roet gant ar Vrezhoned pa oant deuet da Vreizh. Alies eo emdroet an anvioù-se a-hed ar c'hantvedoù, ha gallekaet/gallaouekaet o stumm a-wechoù, ken e c'hell bezañ daou anv disheñvel pe daou stumm disheñvel evit ar memes lec'h, e brezhoneg hag e galleg/gallaoueg.

Ur 4 100 bennak a anvioù a orin brezhonek zo bet renablet e Bro-Naoned[3].

Lod elfennoù a gaver stank el lec'hanvioù, evel Plou- (Plo-, Pleu-, Plu-), a dalvez kement ha "parrez" (Plouedern, Pleskob hag all) ; Tre- a oa ul lec'h annezet da gentañ hag ul lodenn eus ur barrez da c'houde (Tregastell) ; Lan- a dalveze "lec'h sakr" (Landerne ; Lok zo ur peniti (Lokmaria ; Lez' zo lec'h annez un aotrou (Lesneven) ; kêr- zo ul lec'h kreñv da gentañ hag ul lec'h annezet da c'houde (Kergrist ha miliadoù a lec'hanvioù all e Breizh).

Adkavout a reer rakgerioù kevatal e lec'hanvadurezh Kembre ha Kerne-Veur alies : Lanndewynnek, Lyskerrys, Caernarfon, Treffynnon, Llandeilo hag all.

Studioù war lec'hanvadurezh Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studioù kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket bet studiet a-zevri lec'hanvadurezh Breizh a-raok an XIXvet kantved pa voe roet lañs d'ar studioù keltiek e Bro-C'hall. Dre ma zo bet muioc'h a skolveuridi hag a emzeskidi war an dachenn ez eus bet dastumet rolloù ha diazoù-stlenn hag a endalc'h un niver brasoc'h-brasañ a elfennoù.

Henri d'Arbois de Jubainville zo bet anvet da gelenner war ar studioù keltiek e Collège de France e 1882. Studiet en deus al lec'hanvioù keltiek e Bro-C'hall[4]. E 1910, e warlerc'hiad er Skolaj a voe Joseph Loth, hag eñ brezhoneger ha gouiziek war ar yezhoù keltiek all. Troet muioc'h war-zu Breizh ma oa e pledas gant lec'hanvadurezh ar vro, koulz hag e genvreur Georges Dottin. Studiet en deus lostgerioù an anvioù-kumunioù evit diskouez pelec'h e oa bet kreñvoc'h levezon ar brezhoneg e kreiz Breizh-Uhel. War ur gartenn e tresas al "linenn Loth" a droc'h Il-ha-Gwilun ha Liger-Atlantel eus an Norzh d'ar Su.

Hervez testeni Théophile Jeusset en doa savet Yann Sohier ur gartenn dornskrivet gant lec'hanvioù Breizh brezhonekaet, met re dost d'ar furmoù ofisiel ha da vrezhoneg Leon d'e c'hrad. Meven Mordiern en doa bet tu da sklaeraat lec'hanvioù a orin galianek hag, evit e dudi moarvat, da dreiñ e brezhoneg lec'hanvioù e vro c'henidik, Bro Wenngen (Villiers-du-Loir, tost da Vendôme)[5], nemet e kave dezhañ e oa "risklus [...] studiadenn an anvioù-lec'h" paneve graet gant ur yezhour[6].

Studioù hon amzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hanvudurezh a orin brezhonek pe geltiek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degaset en doe Frañsez Falc'hun, skolveuriat e Roazhon hag e Brest, studiadennoù diwar-benn al lec'hanvioù brezhonek a c'heller liammañ gant gwrizienno hengeltiek (galianek en o zouez), hag an enklask-se a sachas an evezh war ar glad sevenadurel dizanvezel a zo gant Breizh.
. Un adlañs efedus eo bet kraf ar panelloù-hent divyezhek lakaet war wel er bloavezhioù 1980 gant stourmerien evit ma vefe gwelusoc'h ar brezhoneg er gevredigezh, darn anezho bodet gant ar strollad anofisiel Stourm ar Brezhoneg.
Gant Skol-Uhel ar Vro (Servij ar Brezhoneg) hag an aozadur warlec'hier e-keñver ar c'hraf-se ez eus bet graet studioù war lec'hanvadurezh Breizh, astennet d'ar gallaoueg hiziv. E-touez ar re gentañ o deus labouret er frammoù-se emañ Olier ar Mogn, Divi Kervella ha Herve Gwegen.
Un araokadenn vras a zeuas diwar labour Jean-Yves Le Moing evit lec'hanvioù gallaouek ha brezhonek ar Reter (1990) ha muioc'h c'hoazh gant tezenn Erwan Vallerie diwar-benn anvioù kozh ha nevez ar parrezioù (1995), ul labour a chomo un maen-bonn en hon studi brezhoneg hervez an arbennigour skolveuriat nemetañ, Herve Bihan, hag en deus embannet e studioù er gelaouenn m'eo aet da rener anezhi e 2011.
Siwazh dezhañ n'eo ket gwall blijet gant ar pezh a vez embannet gant tud n'o deus ket ar stummadurioù istorel ha fonologel rekis. Lakaat a ra da soñjal e lavar E. Vallerie : betek-hen e oa al lec'hanvadurezh (e Breizh) kentoc'h un arz eget ur skiant ha mantret eo o lenn brizhlabourioù re niverus war al lec'hanvadurezh en deiz a hiziv.. Evitañ ne vez ket implijet frouezh dispar labour Erwan Vallerie en un doare sistematek[7].
Meur a embannadenn zo bet savet gant Albert Deshayes, a zo un arbennigour sirius hag gouiziek, met evel reoù all e talc'h da labourat war e unan.
Ne oa ket labour Jean-Yves Le Moing astennet betek studi pizh al lec'hanvioù brezhonek e Bro-Naoned. Ur studiadenn eus ar re bouezusañ a voe graet gant Bertrand Luçon (tezenn Skol-veur Naoned lakaet da vezañ moullet, ) hag e tiskouezas pegen donoc'h e voe levezon ar Vrezhoned war an darn vrasañ eus ar gontelezh kozh-se.

Lec'hanvadurezh a orin romanek pe c'hallaouek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevesoc'h eo bet diorroet studioù war al lec'hanvioù ha n'int ket a orin brezhonek pe geltiek, an darnvuiañ gallaouek e Reter Breizh. Rouez eo ar studiadennoù embannet c'hoaz (ul levr gant Guillaume Béchard e 1968 ha kronikennoù skingomz), met kroget eo bet gant ur renabl anvet ChubEndret - Motiër d non d'endrët en galo : Dictionnaire des noms de lieux (sic) en gallo. Meret eo gant L'Institu Chubri hag hervez ar pezh e lenner war e lec'hienn[8] e voe kroget e 2016 ganti.

Lec'hanvadurezh Breizh er gevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe dibenn an XXvet kantved e weler muioc'h-mui stummoù brezhonek an anvioù-lec'h war ar panelloù-hentoù ivez. Alies e reer panelloù divyezhek eus ar panelloù-se ; e gwirionez ez eo daou stumm kar a gaver peurliesañ, an eil skrivet hervez reolennoù ar brezhoneg evel ma vez skrivet bremañ hag egile hervez doare ar c'hrennvrezhonek levezonet mui pe vui gant ar galleg (Kemper-Quimper, Gwengamp-Guingamp, Plogoneg-Plogonnec). Ral eo e Breizh al lec'hioù o deus daou anv disheñvel e brezhoneg hag e galleg ; ar re o deus, evel Gwened-Vannes, Roazhon-Rennes ha Naoned-Nantes, a vez kenorin o anvioù gallek ha brezhonek peurvuiañ. E Breizh-Uhel e weler nebeutoc'h a lec'hanvioù brezhonek hag un nebeud furmoù gallaouek.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Camille Vallaux, « Toponymie de la Montagne d’Arrée ». E-barzh Bulletin de la Société archéologique du Finistère, niv. XXIII, 1905, p. p. 114-123.
  • Théophile Jeusset, "Anoiou-lec'hiou Breiz Uhel", SAV, niv. 27-31, 1944.
  • Pêr Trepos, « En marge d'une nomenclature des écarts de la Bretagne. La notation des toponymes bretons ». E-barzh Annales de Bretagne, Levrenn 60, 1953, p. 200-212
  • Guillaume Béchard, Les noms de lieux en pays gallo, Presses Bretonnes, 1968
  • Francis Gourvil, "Les noms de lieu bretons : initiation toponymique". E-barzh Bulletin de la Société archéologique du Finistère, Levrenn LXXXXIX, 1972, p. 937-960.
  • Bernard Tanguy, Les Noms de lieux bretons : 1, Toponymie descriptive’’, Roazhon, Centre régional de documentation pédagogique, 1975.
  • Frañsez Falc'hun, Les noms de lieux celtiques : 1, Vallées et plaines. 2 Problèmes de doctrine et de méthode, Noms de hauteurs. 3, Nouvelle méthode de recherche en toponymie celtique, Bourg-Blanc, Éditions Armoricaines, 1966-1970. Eil embannadur asambles gant Bernard Tanguy, Slatkine, 1979-1982
  • Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne, Payot, 1980
  • Jean-Yves Le Moing, Les noms de lieux de Haute-Bretagne, Coop Breizh, 1990. Adembannet e 2023 gant Yoran Embanner.
  • Ar Greizenn-enklask war an Anvioù-lec'h, Répertoire bilingue des noms de lieux [sic] de Bretagne, Skol Uhel ar Vro, 1993. 93 p.
  • Herve Bihan, "Notennoù diwar un nebeud steranvioù eus bro-Gemperle". E-barzh Hor Yezh, niv. 193, Genver 1993.
  • Albert Delannoy, "Notennou hidronomiez". E-barzh Brud Nevez, niv. 166, Even-Gouere 1993.
  • Albert Delannoy, "Damzell war hidronomiez e Bro-Dreger". E-barzh Brud Nevez, niv. 168, Here 1993.
  • Erwan Vallerie, Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, An Here, 1995.
  • Erwan Vallerie, L'art et la manière de prononcer ces sacrés noms de lieu de Bretagne, Le Chasse-Marée/ArMen, 1996
  • Hervé Abalain, Noms de lieux bretons, Gisserot, 2000
  • Jean-Marie Ploneis, La toponymie celtique, l'origine des noms de lieux en Bretagne, 2 levrenn, Editions du Félin, 2001
  • Albert Deshayes, Dictionnaire des noms de lieux bretons, Chasse-Marée, 2003
  • Divi Kervella, Petit guide des noms de lieux bretons, Coop Breizh, 2007. (ISBN 9782843463020)
  • Jean-Yves Le Moing, Noms de lieux de Bretagne, Christine Bonneton, 2007. (ISBN 2862532835)
  • Frañsez Kervella, "Anvioù Goueled-Breizh e-keñver an douaroniezh". E-barzh Hor Yezh, niv. 253, Meurzh 2008, p. p. 4-12. Prezegenn c’hraet e galleg e Roazhon d’an 31 a viz Genver 1942. Adkavet an doare brezhonek bizskrivet e dielloù an oberour.
  • Bernard Tanguy, Les noms de lieux bretons : toponymie descriptive, Brest, Emgleo Breiz, 2015. (ISBN 9782359741186). Adembannadur kresket eus embann 1975.
  • Bertrand Luçon, Noms de lieux bretons du Pays Nantais, Yoran Embanner, 2017, 511 p. Tezenn.
  • Bernez Rouz, "Lenn, stank ha stankell : ur sell istorel, douaroniel ha yezhoniel". E-barzh Hor Yezh, niv. 293, Meurzh 2018, p. p. 5-21.
  • Herve Bihan, "Notennoù lec'hanvadurezh". E-barzh Hor Yezh, niv. 299, Gwengolo 2019, p. p. 45-50.
  • Jeremi Kostiou, "Allende hag an anvioù lec'h e Breizh'". E-barzh Allende, an emgann diwezhañ, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2019, pp. 47-55.
  • Herve Bihan, "Metodologiezh, yezhoniezh, lec'hanvadurezh ha kudennoù all". E-barzh Hor Yezh, niv. 300, Kerzu 2019, p. p. 3-14.
  • Yann-Bêr Kemener, Guide des noms de lieux bretons, Skol Vreizh, 2022. (ISBN 9782367581408)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gant steranvadurezh e vez graet ivez.
  2. *(fr) Nicolas Mioque (2012) : L’origine du nom de Lorient
  3. Bertrand Luçon 2017.
  4. H. d'Arbois de Jubainville, Recherches sur l'origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, avec la collaboration de Georges Dottin, Paris, 1890.
  5. Meven Mordiern, "Notennoù diwar benn eur pou eus ar broioù-krec'h : Pou Gwenngen…". E-barzh SAV, n° 27, 1943, p. p. 4-22.
  6. Skrivet da Jeusset e 1930, gwelit SAV n° 28, 1943, p. 76.
  7. Pennad Hor Yezh, niv. 300, Kerzu 2019.
  8. https://www.chubri-galo.bzh/chubri-galo_accueil_gl.htm Lec'hienn Web Chubri