Mont d’an endalc’had

Albert Poulain

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Albert Poulain
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlbert Poulain Kemmañ
Anv ganedigezhAlbert Théodore Marie Poulain Kemmañ
Anv-bihanAlbert Kemmañ
Anv-familhPoulain Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Gwe 1932 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPresperieg Kemmañ
Deiziad ar marv7 Her 2015 Kemmañ
Lec'h ar marvRedon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherdraftsperson, kaner Kemmañ
Bet war ar studi eConservatoire national des Arts et Métiers Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Albert Poulain, ganet e Presperieg d'an 8 a viz Gwengolo 1932 ha marvet e Redon d'ar 6 a viz Here 2015, a zo ur c'haner, konter, treser ha dastumer eus Breizh-Uhel.

Goude ar skolaj e heulias ur stummadur a dresour evit ar sevel tiez.

Bez' e voe lec'hiadour er 6vet Rejimant an Ijin en Añje a-raok mont da Bariz evit mont pelloc'h gant e studioù tresañ ha tisavouriezh er c'hConservatoire des Arts et Métiers etre 1954 ha 1958. Daremprediñ a reas Kêr Vreizh ha tud evel Herve ar Menn, Yann Poupinot, Pierre Laurent hag ar chaloni Mevelleg. Dedennet e voe gant sevenadur-pobl Breizh.

Labourat a reas evit meur a chanter bras (Kanol ar c'hreisteiz, Stankell Serre-Ponçon...) hag evit meur a disavour.

Emezelañ a reas er MOB pa voe krouet e 1957.

Distreiñ a reas da Vreizh e 1959. Labourat a reas e Roazhon e servijoù stad hag e burevioù studi. Daremprediñ a reas ar c'helc'hioù keltiek ha Kevrenn Roazhon. Kregiñ a reas da zastum kanoù - ur 600 bennak - ha da enrollañ anezho e bro Presperieg ha Gazilieg.

Er bloavezhioù 1980 e kasas da 1 500 niver ar c'hanoù dastumet gantañ. Kregiñ a reas neuze da ganañ anezho er gouelioù.

Dont a reas da vezañ Mestr oberiadur sevel tiez. Seveniñ a reas 1 200 raktres e seizh bloavezh warn-ugent. Ober a reas neuze 18 000 skeudenn eus savadurioù war ar maez hag eus kalzik tiez adkempennet.

Gant Jean-Louis Latour, Albert Noblet ha Jean-Bernard Vighetti e savas Bodad sevenadurel breizhat Broioù ar Gwilen. Reiñ ha rejont lañs d'ar gouelioù lec'hel. War atiz Jean-Bernard Vighetti e savjont Gouel ar Bogue d'or e 1975.

D'ar mare-se e krogas da blediñ gant ar c'hontadennoù. Dastum a reas ouzhpenn 300 kontadenn hengounel. Embannet en deus anezho evit nad afent ket da goll. Dreist-holl e krogas da reiñ buhez dezho e beilhadegoù ha gouelioù e gallaoueg. Ober a ra bepred, o vont hag o tont dre ar vro.

13vet e voe war listenn "Peuple Breton, Peuple d'Europe" en Il-ha-Gwilen evit dilennadegoù rannvro 1992.

23vet war listenn UDB e 1998.

Meur a levr en deus skrivet.

Gellout a reer menegiñ ur bladenn Chants du Pays d'Oust et de Vilaine, gant Jean-Louis Latour ha Jean-Bernard Vighetti.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]