Bretillien

Eus Wikipedia

Bretillien zo ur ger gallek a zo bet dibabet, ha prenet, e 2013, gant kuzulierien departamant Il-ha-Gwilun da envel tud an departamant, savet diwar "Breton" hag "Illien" (eus ar stêr Il)[1]. Skrivet e vez hep tired lemm war an "e"[2]. N'eus kevatal ebet dezhañ e brezhoneg.
Pell zo o doa c'hoant pennoù ar gazetenn c'hallek Ouest-France, staliet e Roazhon, da ober un anv bennak eus broiz an departamant, dreist-holl er pennadoù diwar-benn mell-droad ha sportoù all, met evit reiñ ul liv ofisiel d'an anv, o doa kavet gwelloc'h lakaat ar guzulierien da zibab an anv o-unan. Evit-se e voe savet ur bodad aliañ gant pennoù ar c'huzul, ha hennezh a ginnigas daou anv d'ar guzulierien, dezho da zibab etre an daou. 52 guzulier a votas, 38 evit Bretillien, 12 evit Haut-Breton, ha 2 a chomas hep mouezhiañ.

Pa oa bet goulennet ali al lennerien gant ar gazetenn ne oa ket bet anv eus an hini dibabet gant ar bolitikerien[3].

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stankik e vez graet gant ar ger bremañ er gazetenn, hag e lec'hienn F3 Bretagne evit kement tra a denn d'ar sport, da gentañ, ha seul wech ma c'haller a-hend-all.
E pajennoù Ouest-France eo mat kement tra zo da vrudañ ar ger: ar sportourien[4] evel ar saout[5].

Divorc'hed e vez lakaet soudarded ar brezel 14 pe rezistanted an eil brezel-bed[6] da vezañ Bretillien ivez.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen
  2. «Les habitants d'Ille-et-Vilaine s'appelleront les Bretilliens. C'est sans accent, mais on prononce "Brétilliens"» Lec'hienn Frañs 3 Breizh 20.06.2013
  3. http://alter1fo.com/vous-sentez-vous-bretilliens-71978.
  4. http://www.ouest-france.fr/le-mouvement-sportif-bretillien-sest-reuni-1712502
  5. http://www.ouest-france.fr/des-vaches-bretilliennes-bientot-dans-le-desert-1721776
  6. https://etreounepasetrebretillien.files.wordpress.com/2015/01/marcel-callo1.jpg

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-E Breizh:

-E media kêr-benn Bro-C'hall :

-Implij: