Dugelezh Bouillon
Neuz
(Adkaset eus Dug Bouillon)
Dugelezh Bouillon a oa ur stad vihan (230 km²) dizalc'h, en-dro da gêr Bouillon, etre Rouantelezh Bro-C'hall hag an Izelvroioù aostrian (e Belgia hiziv), hag a badas betek 1794. Daouzek mil a dud a oa o chom eno e 1790.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un aotrouniezh e oa, stag ouzh priñselezh Liège. Un dugelezh e teuas da vout en 1456. Gant skoazell Bro-C'hall e teuas da vezañ emren. A-benn ar fin e oa dizalc'h en 1676.
E miz Ebrel 1794 e voe savet Republik Bouillon enni, ha hounnezh a badas betek miz Here 1795 pa voe aloubet gant Bro-C'hall.