Eozen Pentevr
Eozen Pentevr | |
Eozen Pentevr en ur wezenn lignez eus an XIIIvet kantved | |
'Kont Breizh' Rejant Breizh | |
Ren | 1040—1047 evit Konan II |
---|---|
A-raok | Alan III |
Goude | Konan II |
Kont Pentevr | |
Ren | 1040—1079 |
A-raok | Krouet evitañ |
Goude | Jaffrez Iañ |
Buhez | |
Ganet | w.d. 999 Roazhon, Breizh |
Marvet | 7 a viz Genver 1079 |
Bez | Sant-Brieg, Breizh |
Tiegezh | Roazhon |
Tad | Jafrez Iañ, dug Breizh |
Mamm | Hawiz Normandi |
Priedoù | Orguen Kernev |
Diskennidi | Jaffrez Iañ, kont Pentevr |
Relijion | Katolik |
Eozen Iañ Pentevr, pe Odo, pe Eon pe Eudes e galleg (999- 7 a viz Genver 1079), a oa kont Pentevr adalek 1035, ha rejant Breizh etre 1040 ha 1047 evit e niz Konan II.
Mab e oa da Jafrez Iañ, dug Breizh, ha da Hawiz Normandi, merc'h da Richarzh Iañ, dug Normandi. E vreur henañ Alan III a oa dug Breizh war-lerc'h o zad.
En 1040 e skrapas e niz Konan II, a oa da ren e dugelezh Breizh. Pa laoskas ar c'hrennard da vont en 1047, e talc'has da ren en darn vrasañ eus ar vro, ken na voe tapet gant e enebourien en 1056.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1031 edo gant e vreur an dug Alan III pa voe graet un donezon da Abati Menez-Mikael ha bloaz goude pa voe diazezet abati Sant-Jorj Roazhon, hag o c'hoar Adèle an hini e voe an abadez kentañ.
Tabut a savas etre e vreur hag eñ, ma rankas o eontr Judikael eskob Gwened, dont da hanterour. Digant Alan III, en 1035, en doe douaroù bras en eskoptioù Sant-Brieg, Landreger Sant-Malo ha Dol, anezho kontelezhioù ha baroniezhioù Pentevr, Goueloù, Avaogour ha Lambal.
Goude marv e vreur Alan III e teuas a-benn en 1040 da vezañ anvet da ziwaller e niz Konan II, hag embann a reas bout kont Breizh. ne voe dieubet an dug yaouank nemet e 1047 gant e harperien. Trec'het e voe Eozen gant Gwilherm an Alouber pa oa o vrezeliñ skoaz ouzh skoaz gant Herri Iañ Bro-C'hall en emgann Mortemer en 1054. Neuze e reas emglev gant Jafrez III, kont Anjev, a-enep dug Normandi.
En 1056 e voe kemeret Roazhon gant Konan II ha prizoniet Eozen gantañ. En 1062 e voe graet ar peoc'h etre an dug ha Jafrez Boterel, mab henañ Eozen a gendalc'he gant ar stourm e-unan.
E 1075, pa oa erru gwall gozh, e kemeras perzh en emsavadeg baroned Breizh a-enep an dug Hoel II.
Mervel a reas d'ar 7 a viz Genver 1079 ha beziet e voe en iliz-veur Sant-Brieg.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da Agnès, merc'h da Alan Canhiart, kont Kerne, ha nav bugel o doe[1]
- Adèle (war-dro 1035- † goude 1056/1057) ;
- Jafrez Iañ Pentevr , lesanvet Boterel († 1093) ;
- Brian († 1084), a gemeras perzh en aloubidigezh Bro-Saoz, hag a voe roet dezhañ kontelezh Richmond, marvet divugel;
- Alan ar Rouz († 1093), a gemeras perzh en Emgann Hastings hag a voe aotrou enor Richmond e Bro-Saoz adal 1070, marvet divugel;
- Guillaume † goude 1055/1057 ;
- Robert † goude 1055/1057 ;
- Richard † goude 1056/1057 ;
- Alan an Du († 1098), a zalc'has enor Richmond goude marv e vreur e 1093, divugel ;
- Steven Treger († 1137), Kont Gwengamp, Treger hag aotrou Gouelo, ha goude kont Pentevr, a zalc'has enor Richmond adalek 1093 .
Besterd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp bastard en doa da vihanañ[2] :
- ur verc'h dimezet da Enisan Pleven
- Bodin (breur da Vardulf), manac'h en abati an itron Varia en York (Bro-Saoz),
- Bardulf Ravensworth
- Ribald Middleham, dimezet da Béatrice Taillebois
- Arnold
Kontet eo ivez da vezañ tad[3] Derrien, hag en dije savet kastell ar Roc'h-Derrien.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Stéphane Morin Trégor, Goëlo, Penthièvre. Le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIIe au XIIIe siècle Presses Universitaires de Rennes 2010 (ISBN 9782753510128) : p. 55 tableau généalogique n°4 : « Descendance légitime du comte Eudes » .
- ↑ Stéphane Morin Op.cit p. 184-185 tableau n°13: « Descendance naturelle du comte Eudes »
- ↑ Stéphane Morin Op.cit p. 238-239 et tableau généalogique n° 14 « Propositions de généalogie des La Roche-Derrien » :