Mont d’an endalc’had

Alan ar Rouz

Eus Wikipedia
  • Alan ar Rouz a vez graet ivez a-wechoù eus Alan IV, dug Breizh.
Alan ar Rouz daoulinet dirak Gwilherm an Alouber, hervez ar Registrum honoris de Richmond, XVvet kantved.

Alan ar Rouz (anvet Alan Rufus en latin, Alain le Roux e galleg hag Alan the Red en saozneg) (war-dro 1040 – 4 a viz Eost 1093)[1]), aotrou Richmond, a voe ur Breizhad a renk uhel a gemeras perzh en aloubadeg Bro-Saoz gant an Normaned e 1066, hag a deuas da vout unan eus aotrounez pinvidikañ e vro nevez. Ar Rouz a veze lavaret anezhañ peogwir e oa rous e vlev, a-hervez, hag eus e niz e veze lavaret Alan an Du .

Eil mab kont Pentevr e oa. E dad, Eozen Pentevr († 1079), a voe rejant Dugelezh Breizh entre 1040 ha 1047, hag e vamm, Agnès Kerne, a oa merc'h da Alain Canhiart kont Kerne .
Kar e oa da Duged Breizh, ha dre ma oa e dad o ren war un darn vras eus ar vro etre 1040 ha 1056 en devoa gwir da vezañ anvet Alan kont Breizh . Kenderv a bell e oa ivez da Gwilherm an Alouber dre Hawiz Normandi (e vamm-gozh?).
Droukvesk zo bet etrezañ hag Alan IV, dug eus 1084 betek 1112, evel gant ar barzh Wace, en XIIvet kantved, en e Roman de Rou, pe evel gant an istorour E. A. Freeman. Mesk zo bet ivez a-wechoù etrezañ hag e dad-kozh Alan Canhiart.

Aloubadeg Bro-Saoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost sur eo e voe pedet da gemer perzh en aloubadeg Bro-Saoz gant e genderv hag edo en emgann Hastings e 1066 gant e vreur Brian[2]., ma oa ur rannarme a Vretoned dindan e urzhioù pe re e vreur.

En e varzhoneg Lestorie des Engles (savet entre 1135 ha 1147) e skriv Geoffroy Gaimar 20 gwerzenn hag e lavar edo Alan en emgann[3]. Wace a skriv edo en tu kleiz d'an armead, hag a ra Alan Fergant anezhañ, ur fazi anat[3].
En 1069 en em gannas e vreur Brian da ziarbenn un arsailh kaset gant mibien ar roue Harold II en Exeter, ha neuze e tistroas da Vreizh. Alan ar Rouz a zeuas neuze da vout rener Bretoned Breizh-Veur. Test e veze alies pa veze sinet kartaoù gant ar roue[4], hag unan eus kuzulierien veur ar roue e oa[5] hag a ranke bout en-dro dezhañ alies-bras[6]. Divrud eo chomet rak evel baron leal d'ar roue ne veze ket anv anezhañ alies e kronikoù an amzer.
D'e drugarekaat e voe roet douaroù a-leizh dezhañ e Yorkshire. An douaroù-se a oa bet, a-raok Bloavezhioù freuz 1069-1070, d'ar c'hont Edwin Mercia († 1071). En 1086, pa voe savet ar Domesday Book, en devoa 440 aotrouniezhs[7] a-strew en 11 kontelezh. Ar braz eus an douaroù a oa e Yorkshire, Lincolnshire, East Anglia, hag e mervent ar vro. An douaroù kentañ en devoa bet moarvat e Cambridgeshire.

Enor Richmond

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Yorkshire en devoa tostik da 200 aotrouniezh, hag holl en ur bloc'had, un dra divoas en amzer-se, rak ne roe Gwilherm an Alouber nemet douaroù a-strew d'e wizien, evit ma n'halljent ket o difenn re aes ma teuje dezho en em sevel a-enep dezhañ. Eus an holl zouaroù-se eo e veze graet « enor Richmond». Hennezh a oa unan eus an tri bloc'had douaroù gladdalc'hel krouet gant Gwilherm an Alouber. E lodenn Alan ar Rouz e oa 199 aotrouniezh, ha 43 ferc'henniezh all, ha gant se e oa un arme eus ar c'hreñvañ e gwalarn Yorkshire, e kroashent an tremen o tont eus Bro-Skos da vont war-du York. Ken bras e oa an enor-se ma'z eo aet d'ober Richmondshire a hiziv. A-wechoù e vez lavaret e oa kont Richmond, met biskoazh ne voe roet an titl-se dezhañ gant Gwilherm an Alouber.

En 1075 e voe roet dezhañ douaroù ouzhpenn: ar re-se a oa bet d'ar baron Raoul Iañ Gael, kont Norfolk, hag a oa bet dilamet digantañ da vare Emsavadeg ar gonted. Gant an douaroù-se e oa an trede brasañ baron e Bro-Saoz da neuze, dirak Gwilherm Iañ Warenne[8].

Dibenn e vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mogerioù Richmond, gwelet eus an tour-kreiz (XIIvet kantved).

Lakaat a reas sevel kastell Richmond a-us d'ar stêr Swale, adalek 1071[9]. E-kreiz e enor e oa hag anezhañ e teu anv an enor.
War-dro dibenn ren Gwilherm e oa e penn arme ar roue o lakaat seziz war Hubert de Beaumont-au-Maine, beskont Maine, repuet e kastell Sainte-Suzanne[10]. Tri bloaz e padas ar seziz, hag ur Breizhad all a voe lakaet e lec'h Alan ar Rouz e penn arme ar roue goude ur pennad.
Pa varvas an Alouber e chomas feal d'e vab, Gwilherm ar Rouz. E sikour a reas da virout e gurunenn e-pad emsavadeg 1088, ha perzh bras a gemeras e prosez eskob Durham Guillaume de Saint-Calais a c'hoarvezas goude.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • K. S. B. Keats-Rohan, « Alan Rufus (d. 1093) », en Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004. Lennet e Miz Du 2008.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • André Wilmart, « Alain le Roux et Alain le Noir », Annales de Bretagne, levrenn 38 (1929), p. 576-602.
  • J. F. A. Mason, « The 'Honour of Richmond' in 1086 », The English Historical Review, levrenn 78, niv. 309 (Here  1963), p. 703-704.
  1. Walter Fröhlich, « The Letters Omitted from Anselm's Collection of Letters », en Anglo-Norman Studies VI : Proceedinds of the Battle Conference, embannet gant Reginald Allen Brown, Éd. Boydell & Brewer, 1984, p. 65. (ISBN 0-85115-197-3).
  2. D. C. Douglas, « Companions of the Conqueror », en History, Patrom:Vol.28 (1943), p. 129-147, hag en William the Conqueror, p. 268, ma tiskleir edo Alan e-touez ar bagadoù breizhat a emgannas en Hastings.
  3. 3,0 ha3,1 André Wilmart, « Alain le Roux et Alain le Noir », Annales de Bretagne, Patrom:Vol.38 (1929), p. 576-602.
  4. J. O. Prestwich, « The Military Household of the Norman Kings », en The English Historical Review, levrenn 96, niverenn 378 (jan. 1981), pajennoù 1-35.
  5. Gant hantervreudeur ar roue, Richard de Bienfaite, Roger II de Montgommery ha Guillaume Iañ.
  6. D. C. Douglas, William the Conqueror, Londrez, 1964, pajenn 286.
  7. Richard Muir, The Yorkshire Countryside, A Landscape History, Edinburgh University Press, 1997, p. 172. (ISBN 1-85331-198-7).
  8. J. F. A. Mason, « The 'Honour of Richmond' in 1086 », dans The English Historical Review, levrenn 78, niverenn 309 (Here . 1963), pajennoù 703-704.
  9. Adrian Pettifer, English Castles, Éd. Boydell & Brewer, 2002, p. 295 (ISBN 0-85115-782-3).
  10. Orderic Vital, Histoire de la Normandie, Éd. Guizot, 1826, Patrom:Vol.III, Patrom:T.VI, p. 170-172.