Mont d’an endalc’had

Eozen Pentevr

Eus Wikipedia
Eozen Pentevr

Eozen Pentevr en ur wezenn lignez eus an XIIIvet kantved
'Kont Breizh'
Rejant Breizh
Ren 10401047
evit Konan II
A-raok Alan III
Goude Konan II
Kont Pentevr
Ren 10401079
A-raok Krouet evitañ
Goude Jaffrez I
Buhez
Ganet w.d. 999
Roazhon, Breizh
Marvet 7 a viz Genver 1079
Bez Sant-Brieg, Breizh

Tiegezh Roazhon
Tad Jafrez I, dug Breizh
Mamm Hawiz Normandi
Priedoù Orguen Kernev
Diskennidi Jaffrez I, kont Pentevr
Relijion Katolik

Eozen Iañ Pentevr, pe Odo, pe Eon pe Eudes e galleg (999- 7 a viz Genver 1079), a oa kont Pentevr adalek 1035, ha rejant Breizh etre 1040 ha 1047 evit e niz Konan II.

Mab e oa da Jafrez Iañ, dug Breizh, ha da Hawiz Normandi, merc'h da Richarzh Iañ, dug Normandi. E vreur henañ Alan III a oa dug Breizh war-lerc'h o zad.

En 1040 e skrapas e niz Konan II, a oa da ren e dugelezh Breizh. Pa laoskas ar c'hrennard da vont en 1047, e talc'has da ren en darn vrasañ eus ar vro, ken na voe tapet gant e enebourien en 1056.

En 1031 edo gant e vreur an dug Alan III pa voe graet un donezon da Abati Menez-Mikael ha bloaz goude pa voe diazezet abati Sant-Jorj Roazhon, hag o c'hoar Adèle an hini e voe an abadez kentañ.

Tabut a savas etre e vreur hag eñ, ma rankas o eontr Judikael eskob Gwened, dont da hanterour. Digant Alan III, en 1035, en doe douaroù bras en eskoptioù Sant-Brieg, Landreger Sant-Malo ha Dol, anezho kontelezhioù ha baroniezhioù Pentevr, Goueloù, Avaogour ha Lambal.

Goude marv e vreur Alan III e teuas a-benn en 1040 da vezañ anvet da ziwaller e niz Konan II, hag embann a reas bout kont Breizh. ne voe dieubet an dug yaouank nemet e 1047 gant e harperien. Trec'het e voe Eozen gant Gwilherm an Alouber pa oa o vrezeliñ skoaz ouzh skoaz gant Herri Iañ Bro-C'hall en emgann Mortemer en 1054. Neuze e reas emglev gant Jafrez III, kont Anjev, a-enep dug Normandi.

En 1056 e voe kemeret Roazhon gant Konan II ha prizoniet Eozen gantañ. En 1062 e voe graet ar peoc'h etre an dug ha Jafrez Boterel, mab henañ Eozen a gendalc'he gant ar stourm e-unan.

E 1075, pa oa erru gwall gozh, e kemeras perzh en emsavadeg baroned Breizh a-enep an dug Hoel II.

Mervel a reas d'ar 7 a viz Genver 1079 ha beziet e voe en iliz-veur Sant-Brieg.

Dimezet e oa da Agnès, merc'h da Alan Canhiart, kont Kerne, ha nav bugel o doe[1]

Pemp bastard en doa da vihanañ[2] :

  • ur verc'h dimezet da Enisan Pleven
  • Bodin (breur da Vardulf), manac'h en abati an itron Varia en York (Bro-Saoz),
  • Bardulf Ravensworth
  • Ribald Middleham, dimezet da Béatrice Taillebois
  • Arnold

Kontet eo ivez da vezañ tad[3] Derrien, hag en dije savet kastell ar Roc'h-Derrien.

  1. Stéphane Morin Trégor, Goëlo, Penthièvre. Le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIIe au XIIIe siècle Presses Universitaires de Rennes 2010 (ISBN 9782753510128) : p. 55 tableau généalogique n°4 : « Descendance légitime du comte Eudes » .
  2. Stéphane Morin Op.cit p. 184-185 tableau n°13: « Descendance naturelle du comte Eudes »
  3. Stéphane Morin Op.cit p. 238-239 et tableau généalogique n° 14 « Propositions de généalogie des La Roche-Derrien » :

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]