Lambal
Lambal | ||
---|---|---|
![]() Mirdi Mathurin Méheut e Lambal. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Lanball | |
Anv gallek (ofisiel) | Lamballe | |
Bro istorel | Bro-Sant-Brieg | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Lambal (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22093 | |
Kod post | 22400 | |
Maer Amzer gefridi | Loïc Cauret 2014-2018 | |
Etrekumuniezh | Lambal Douar ha Mor (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg | |
Lec'hienn web | http://www.mairie-lamballe.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 13 441 ann. (2016)[1] | |
Stankter | 186 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 56 m bihanañ 37 m — brasañ 131 m | |
Gorread | 90,21 km² | |
kemmañ ![]() |
Lambal a oa ur gumun eus Bro Sant-Brieg ha penngêr kanton Lambal, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Hanternoz Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
«Palefarzhet: ouzh 1 ha 4, en erminig e vevenn en gul; ouzh 2 ha 3, en glazur e dri manal ed en aour, liammet en gul»[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tizhet eo Lambal gant an hent-houarn e miz Gwengolo 1863.
- Brezel 1870-1871: unnek soudard eus ar gumun a varvas [4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1915 e voe fuzuilhet gant al lu gall e Westvleteren (Flandrez Belgia) ur soudard bet ganet er gumun.
- 179 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,95 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [5].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 29 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [6].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: c'hwec'h soudard a varvas,
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur milour.
Kumunioù kendeuzet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 1añ a viz Genver 1973 e voe unvanaet kumunioù kozh Lambal, Maroue, ar Boderezh, Sant-Eran ha Tregonvael d'ober ur gumun hepken, kumun nevez Lambal.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kresket eo bet ar gumun d'ar 1añ a viz Genver 2016 goude bezañ bodet gant Melin.
- Kendeuzet e oa bet gant Morieg ha Plangonwal d'ar 1añ a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez : Lambal-Arvor[7].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kumun Maroue, bet kendeuzet gant Lambal bremañ, asambles gant kumunioù all eus bro Lambal, evel Andel, Henon, pe Pledeliav, a votas mennad al luskad Ar brezoneg er skol evit goulenn ma vefe kelennet brezhoneg er skolioù kentañ derez er bloavezhioù 1930. Er bloavezhioù 1990 e voe ur raktres evit sevel ur skol Diwan e kêr a reas kazeg ha ret e voe gortoz distro-skol 2019 evit gwelet digeriñ an hentad divyezhek kentañ e Lambal goude meur a vloavezh stourm gant ar familhoù, en ur skol bublik.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mirdi Mathurin Méheut.
- Monumant ar re varv.
Demografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 | 2013 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
8880 | 9124 | 9330 | 9452 | 9894 | 10563 | 11857 | 12314 | 12217 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Oliveira do Bairro | 1998 |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pierre Régnier, d'an 2 a viz Mezheven 1876, soudard er 80vet rujumant war-droad tiriadel, fuzuilhet gant al lu gall d'an 22 a viz Eost 1915 e Westvleteren (Flandrez Belgia), abalamour m'en dije drouklazhet ur soudard all[8].
- Mathurin Méheut, tresour ha livour, e 1882.
- Alan-Gwenog Berr, yezhoniour war ar brezhoneg, e 1913.
- Joseph Martray, kelaouenner hag emsaver, e 1914.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann Iañ (Châtillon), Kont Pentevr ha Beskont Lemojez, 16 a viz Genver 1404.
- Armand Tuffin ar Roueri a varvas e-kichen Lambal e 1793.
Ardamezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Familh le Blanc de Guengueret ː En gul e deir sourin en aour [9] |
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 11 a viz Gouere 2004 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lambal ha Kemper ; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia).
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Lambal war al lec'hienn Geobreizh
- (fr) Mirdi Mathurin Méheut
- Marikavel.org : Lamballe : http://marikavel.org/bretagne/lamballe/accueil.htm
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Diviz an ti-kêr 16.10.1994; cf. Armor Magazine, miz Mae 1997; Froger & Pressensé, Armorial des communes des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine, 2008, p.34
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr) Recueil des actes administratifs spécial n°39, 31 Here 2018
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890