Westvleteren (Vleteren)

Eus Wikipedia
Un atant e Westvleteren
Westvleteren

Skoed
Lec'hiadur Westvleteren e Kumun Vleteren hag e Belgia
WestvleterenLocation.svg
Riez Flag of Belgium (civil).svg Belgia
Rannvro Banniel Rannvro Flandrez Flandrez
Proviñs Flag of West Flanders.svg Kornôg-Flandrez
Arondisamant Ieper
Kumun Vleteren
Kod post 8640
Kod pellgomz
Gorread 17,78 km2
Hed 02° 42' 05" Reter
Led 50° 55' 37" Norzh
Uhelder .. m
Poblañs 1 134 (31.12.2005)
Stankter 64 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Westvleteren en izelvroeg, Westvletern e flandrezeg kornôgel, a zo ur rann-gumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall; gant lezenn 1977 eo bet lakaet e kumun nevez Vleteren.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bïer Westvleteren

E Westvleteren e vez bervet ar bïeroù Westvleteren en abati Sint-Sixtus.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ

  • Ur soudard breizhat a voe fuzuilhet eno gant al lu gall e miz Eost 1915.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abati Sint Sixtus
Iliz katolik Sant-Varzhin

Bezioù milourel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bezioù gall e bered ar gumun
Bro Niver a soudarded
Flag of France.svg Frañs 200 (Brezel bed kentañ)
Hollad 200

Ar Frañsizion a varvas e-pad ar Brezel bed kentañ. Er prantad adalek miz Here 1914 betek miz Du 1915 e varvas 169 anezhe, an darn-vuiañ anezhe o vout soudarded ag an 38vet DI hag ar 87vet DIT. Garv e voe mizioù Du 1914 (47 bez) ha Mae 1915 (26 bez). 20 kanolier a zo douaret er vered. Ur bochad soudarded eus an trevadennoù a zo beziet enni[1].

  • Bered Lu Belgia: Belgische militaire begraafplaats Westvleteren
Bro Niver a soudarded
Flag of Belgium.svg Belgia 1 101
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 1
Hollad 1 102

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo.

  • Bered ar C'hommonwealth:Dozinghem Military Cemetery
Bro Niver a soudarded
Red Ensign of South Africa (1910–1912).svg Afrika ar Su 15
Flag of Australia.svg Aostralia 6
Flag of Germany (1867–1918).svg Alamagn 65
Flag of Canada (1868–1921).svg Kanada 81
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 3 058Brezel bed kentañ

73 Eil Brezel Bed

Flag of New Zealand.svg Zeland-Nevez 14
Hollad 3 239

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 hag implijet betek penn-kentañ 1918. Adimplijet e voe e miz Mae 1940: ouzhpennet ez eus bet 73 bez[2].

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pierre Régnier, bet ganet e Lambal (Breizh) d'an 2 a viz Mezheven 1876, soudard er 80vet rujumant war-droad tiriadel, fuzuilhet gant al lu gall d'an 22 a viz Eost 1915, abalamour m'en dije drouklazhet ur soudard all[3].

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]