Joseph Martray

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Joseph Martray, bet ganet e Lambal e miz Mae 1914, ha marvet e Roazhon d'ar 1añ a viz Mezheven 2009, a oa ur c'helaouenner hag ur stourmer evit Breizh.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet Joseph Martray e Lambal, e miz Mae 1914 en ur familh kenwerzherien.

Goude e studioù skol-veur e Roazhon hag e Pariz e teuas da vezañ kargad e Ministrerezh an diabarzh. E 1940 e oa o labourat e prefeti Sant-Brieg. Kemer a reas perzh er Rezistañs (rouedad Défense de la France). E 1942 e teuas da vezañ pennskridaozer La Dépêche de Brest et de l'Ouest, renet gant Yann Fouéré d'an ampoent. Bet e oa bet eil dileuriad rannvroel evit ar yaouankiz hag ezel eus Komite aliañ Breizh bet krouet e 1942. D'ar 7 a viz Mezheven 1944 e voe roet urzh dezhañ gant e rouedad da guitaat e gargoù ha kemer perzh er stourm kuzh e bro Lambal.

Ur wech echu ar brezel e labouras evit Vent d'Ouest hag e krouas ar gelaouenn Le Peuple Breton a-du gant ar gevredelezh ha rannvroelaat ar Frañs. Ne badas ar gelaouenn nemet un toullad mizvezhioù. Krouiñ a reas an UFCEE (Union fédéraliste des communautés ethniques en Europe). Kentañ sekretour meur an aozadur e voe.

Klask a rae bodañ holl nerzhioù Breizh evit diorren ar vro bepred. E 1950 e krogas avantur Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (CELIB e galleg). Krouet e voe an aozadur d'an 22 a viz Gouhere 1950 gant René Pleven da brezidant ha Joseph Martray da sekretour.

Ezel e voe eus Kuzul armerzhel ha sokial Frañs e 1969 hag adanvet e 1974. Besprezidant Komite ekonomikel rannvro Breizh a voe eus 1974 da 1979 ha prezidant ar bodad-labour a-zivout ar mor eus 1979 da 1983.

Ur wech aet war e leve e tistroas da Vreizh. Bevañ a reas e Naoned betek ar bloavezh 2000 hag e Roazhon da c'houde.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1990.

Meur a levr en deus skrivet.

Medalennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget ezel eus Urzh an Erminig e oa Joseph Martray Ofisour al Légion d'Honneur, Komandour an Ordre National du Mérite, Ofisour ar Mérite Agricole, marc'heg urzh ar Mérite maritime et de l'économie nationale

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le problème breton et la réforme de la France (1947)
  • Euskadi (1948)
  • La Région pour un Etat moderne (1970)
  • A qui appartient l'Océan ? (1977)
  • Vingt ans qui transformèrent la Bretagne (1983)
  • La Bretagne dans la révoltion française (1985)
  • La destruction de la marine française par la Révolution (1988)
  • Nous sommes d'Atlantique (1991)
  • L'espoir breton du 21e siècle gant re all (1999)
  • La Bretagne au coeur du nouveau monde (2001)
  • La Bretagne réunifiée, une véritable région européenne ouverte sur le monde gant Jean Ollivro (2002)
  • Le tournant(2003)

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]