Lambal Douar ha Mor
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Lambal Douar ha Mor | |
---|---|
Anv gallek (ofisiel) | Lamballe Terre et Mer |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Rannvro Breizh |
Departamant(où) | Aodoù-an-Arvor |
Furm | kumuniezh tolpad-kêrioù |
Sez | Lambal-Arvor |
Deiziad krouidigezh | 1 Gen 2017 |
Kod RAKEM | 200069391 |
Prezidant Amzer gefridi | Thierry Andrieux 2020-2026 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 67 348 ann. (2017)[1] |
Stankter | 74 ann./km² |
Douaroniezh | |
Niver kumunioù | 38 |
Gorread | 912,85 km² |
Lec'hiadur en departamant | |
![]() | |
Lec'hienn web | http://www.lamballe-terre-mer.bzh |
kemmañ ![]() |
Lambal Douar ha Mor[2] (Lamballe Terre et Mer e galleg) a zo anezhi un etrekumuniezh savet d'ar 1añ a viz Genver 2017 etre kumunioù eus Frañs, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe ar gumuniezh kumunioù diwar bodañ Lambal Kumuniezh, Kumuniezh kumunioù Aod Pentevr, Kumuniezh kumunioù Argenon-Koad Lanveur, 6 kumun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Gwesklin, 5 kumun a oa e Kumuniezh kumunioù Bro Monkontour ha 2 gumun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Matignon[3].
Treuzfurmet e oa bet ar gumuniezh kumunioù da gumuniezh tolpad-kêrioù d'ar 1añ a viz Genver 2019.
Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 1añ a viz Genver 2017 ez ae 40 kumun d'ober ar gumuniezh kumunioù.
Abaoe 2019, 38 kumun a zo enni:
- Andel
- Brehant-Monkontour
- Erge-ar-Mor
- Erieg
- Henant-Bihan
- Henant-Sal
- Henon
- Kesoue
- Kistenid
- Koedmaeg
- Lambal-Arvor (sez)
- Landehen
- Lanrelaz
- Lanvelor
- Lanyugon-Kumun-Nevez
- Monkontour
- Noual
- Pengilli
- Peuñvrid
- Pledeliav
- Plened-Yugon
- Pleneg-Nantraezh
- Plestan
- Plevig
- Plurien
- Rioleg
- Sant-Alvan
- Sant-Denwal
- Sant-Glenn
- Sant-Rieg
- Sant-Rivoued
- Sevinieg
- Trebrid
- Trediarn
- Tremaen
- Treveur
- Trezeniel
- ar Vezvid