Mont d’an endalc’had

Kumuniezh kumunioù Aod Pentevr

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ an etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor.

Kumuniezh-kumunioù Aod Pentevr[1] a oa un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) eus departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Un darn eus Bro Sant-Brieg eo. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Lambal Douar ha Mor, goude kendeuziñ gant div gumuniezh-kumunioù-all, 2 gumun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Matignon, 6 kumun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Gwesklin ha 5 kumun a oa e Kumuniezh kumunioù Bro Monkontour.

Edo he sez e Sant-Alvan. He frezidant diwezhañ zo Joseph Jaffres, eilmaer Pleneg-Nantraezh[2]

Ar c'humunioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h c'humun a yae d'ober anezhi:

  1. ar Vezvid
  2. Erge-ar-Mor
  3. Plangonwal
  4. Pleneg-Nantraezh
  5. Plurien
  6. Sant-Alvan (sez)

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. « Communauté de communes : Joseph Jaffres réélu président », Ouest-France, 16 a viz Ebrel 2014.