Françoise d'Amboise
Françoise d'Amboise, pe Frañseza Amboaz[1], ganet e kastell Thouars d'an 29 a viz Mae 1427 ha marvet d'ar 4 a viz Du 1485 e Naoned, a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Louis d'Amboise, priñs Talmont ha beskont Thouars, ha da Louise-Marie de Rieux. Dimeziñ a reas da Bêr II, dug Breizh.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit tec'hel rak doareoù gouez an aotrounez veur ez eas he mamm da repuiñ ganti da Vreizh, e lez an dug, a oa e Gwened, ha goude e Naoned.
Da dri bloaz e oa bet ragaozet e timezje da eil mab an dug, Pêr, kont Montforzh. Pemzek vloaz e oa e 1442 pa voe graet an eured. Eizh vloaz goude e varvas he breureg Frañsez Iañ, hag anvet e voe he fried da zug.
Ober a reas war-dro ar re baour hag ar re glañv hervez skouer Francesca Romana en Italia.
Mervel a reas Pêr II e 1457. Divugel e oa an intañvez. Fellout a reas d'ar roue gall Loeiz XI he dimeziñ adarre hervez e ezhommm politikel, met hi ne blegas ket dezhañ.
E 1463 e tiazezas ur C'harmel e Breizh gant Jean Soreth.
Mont a reas da gouent an Teir Mari, da Wened, e 1468.
Mervel a eure e Naoned e 1485, en ur gouent a oa bet lakaet ganti sevel. Anvet e voe da Wenvidigez gant ar pab. He c'hlopenn zo miret en Iliz-veur Naoned.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
He c'hlopenn miret en Iliz-veur Naoned
-
Delwenn dezhi en Iliz-veur Naoned
-
Delwenn dezhi e Église collégiale Notre-Dame-de-la-Tronchaye e Rochefort-en-Terre
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eugène Lafolye, Compte des dépenses de Françoise d'Amboise, Éditeur Vannes, 1889.
- J.-L. Chalnel, Histoire de la Touraine, 1841, tome IV.
- Yann-Vari Perrot, Franseza Amboaz e Bue ar Zent, 1912.
- Buez ar brinsez eurus Franseza Damboaz, eus a urs carmez, Feiz ha Breiz, 1866 (pennad kentañ en niverenn 76, p. 189a).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Franseza, e Buhez ar Sent, 1912.