Drogon (dug Breizh)
| Drogon (dug Breizh) | |
| Dug Breizh | |
| Ren | 952—958 |
|---|---|
| A-raok | Alan II Varvek |
| Goude | Hoel Iañ |
| Kont Naoned | |
| Ren | 952—958 |
| A-raok | Alan II Varvek |
| Goude | Foulk II Anjev |
| Buhez | |
| Ganet | 950 |
| Marvet | 958(8 vloaz) Añje, Kontelezh Añjev |
| Tiegezh | Naoned |
| Tad | Alan II, dug Breizh |
| Mamm | Diwar tiegezh Bleaz |
| Relijion | Katolik |
Drogon (950? - 958), kont Naoned, ha dug Breizh eus 952 da 958 a varvas en bugel.
Mab e oa da Alan II a Vreizh, anavezet ivez evel Alan al Louarn. E vamm, Roscille Bleaz, a oa c'hoar d'ar c'hont Tepot Iañ Bleaz.
Ne oa nemet 2 vloaz pa varvas e dad digantañ. E eontr Tepot, a oa kulator dezhañ, a hastas dimeziñ e c'hoar intañvez da'r c'hont Foulk II . Rannet e voe Breizh etre an daou vreur-kaer: da Foulk kontelezh Naoned hag an dug yaouank da ziwall, da d-Tepot hanternoz ar vro. Nemet re bell e oa Breizh diouzh bro an eontr, ha neuze e fizias al labour ren e daou zen:
- Juhel Béranger kont Roazhon,
- Wicohen arc'heskob Dol.
Pa varvas Drogon a-daol-trumm, e 958, e kavas tro Kronikenn Naoned da lakaat ar muntr war-gont Foulk II: goulennet en dije digant magerez ar bugel skeiñ dour berv war e benn a-greiz ma oa o kibellat.
Goude marvet Drogon e oa droug e Naonediz dre ma ne rae netra Foulk evit herzel ouzh ar Vikinged da zont el Liger, pa gavent aesoc'h ober freuz ha reuz e Breizh war-lerc'h marv Alan II. Neuze ez ejont da c'houlenn digant Hoel Iañ ha Gwereg, daou vab bastard da Alan II, ober war-dro o c'hontelezh.
| En e raok: Alan al louarn |
Rouaned ha Duged Breizh 952 – 958 |
War e lerc'h: Hoel Iañ |
Mammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavet eo buhez Drogon un tamm bennak gant Kronikenn Naoned en XIvet kantved.
- Kronikenn Naoned, embannet gant Arthur de la Borderie: http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k638600