André Bellec

Eus Wikipedia
Ar strollad les Frères Jacques, André Bellec a zo an eil adal an tu dehoù

André Bellec, bet ganet d’an 12 a viz C’hwevrer 1914 e Sant-Nazer hag aet d’an Anaon d’an 3 a viz Here 2008 e Pontpoint, a oa kaner er strollad gallek "Les Frères Jacques".

Pa oa yaouank e oa sot gant al lazoù-kanañ a bep seurt. Goude bezañ studiet ar gwir e tremenas un nebeud bloavezhioù el lu. Goude an arsav-brezel e 1940 e kelennas arz ar c’hoariva e Chantiers de la jeunesse française (Chanteroù ar yaouankiz c'hall).

Breur e oa da Georges Bellec, kaner ivez e-touez les Frères Jacques, krouet goude an Eil Brezel-bed. An hini gwisket gant ar chupenn wer e oa. E 1982 e echuas ar strollad.

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1949 : "Les Gaités de l'escadron" gant Georges Courteline, leurennañ Jean-Pierre Grenier, C'hoariva ar Renaissance.