Arsav-brezel
Iskevrennad eus | modus vivendi, Teul, Feur-emglev etrebroadel, Harz-tennañ ![]() |
---|---|
Heuliet gant | peace treaty ![]() |
Efed | post-war reconstruction ![]() |
Studiet gant | war termination ![]() |
Un arsav-brezel zo un emglev dre skrid a laka an holl armeoù da baouez d'en em gannañ evit ur prantad e-kerzh ur brezel. N'echu ket ar brezel evit kelo-se, en un doare ofisiel d'an nebeutañ. Gallout a ra an emgannoù kregiñ en-dro. Koulskoude e vez implijet a-wezhioù gant unan eus ar c'hostezioù evit kenstrollañ ar bagadoù soudarded. Sinaet e vez arsavioù-brezel gant an aotrouniezhoù sivil, gant dileuriadoù ar pennoù-Stad eus pep Stad perzhiad, pa ya e-barzh ar jeu pennnadurezhioù al luioù, kenkaz ma ve sinaet kodianidigezh al lu trec'het.
Amveziadoù boas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa n’eo ket diwezh ar brezel ez-furmel e vez intentet da herzel tamm-pe-damm ma vo kollet e anv-mat gant ar c’hostez faezhet, met, evit gwir, e c’heller kavout amveziadoù tuet da izelakaat ar c’hostez gwanoc’h e saviadur ken e vez termenet dre an emglev m’eo ret dezhañ, pe dilezel tiriadoù, pe paeañ dic’haouadurioù evit ar gwastoù brezel. Kemeret e vez deiziad ar feur-emglev peoc’h da zeiz kentañ distro ar peoc'h hag alies e vez graet anezhañ ur gouel broadel er broioù trec'h.
Lezennoù etrebroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Gwir ar brezel pe lezennoù etrebroadel ar brezel e c’heller termeniñ an arsav-brezel evel un emglev, peurvuiañ enskrivet war ur skrid, evit lakaat un termen da emgannoù etre « perzhioù beller » [1]. E-doug Bodadenn Den Haag 1899 e voe sinaet tri feur-emglev ha tri disklêriadur. E-barzh an "Emglev evit ma vo doujet ouzh Lezennoù ha Boazioù ar Brezelioù » eo bet embannet kement-mañ (Mennad 36) : « Ma n’eus termen ebet d’an arsav-brezel, e c’hell ar c’hostezioù dont d’an emgann en-dro gant ma’z eus bet kaset rebuzadurioù azas. E kenkaz ma'z eus emgannoù nevez.hontrol, m’eo bet asantet da rakjediñ padelezh an arsav, n’eus ket tu da gavout abeg ma ‘z eus emgannoù nevez.
Arsavioù-brezel heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'an 28 a viz Genver 1871 : Gantañ e echuas brezel gall-hag-alaman 1870
- D'an 11 a viz Du 1918, un arsav-brezel etre ar Gevredidi hag Impalaeriezh alaman a lakaas un termen da emgannoù ar Brezel-bed kentañ. Sinet eo evit 36 devezh hag e vo adkaset betek ma vo sinet ar feur-emglev peoc’h d'an 28 a viz Mezheven 1919
- D'an 22 a viz Mezheven 1940 : Arsav-brezel an 22 a viz Mezheven 1940 etre Bro-C'hall sinet gant Pétain hag Adolf Hitler, kañseller Alamagn e Rethondes er wagon e lec'h ma oa en em gavet ar Marechal Foch hag an dileuridi alaman evit arsav-brezel an 11 a viz Du 1918.
- D'ar 27 a viz Mezheven 1953 : arsav-brezel Pan Mun Jon etre Korea an Norzh ha Korea ar Su
- 20 a viz Gouere 1954 : arsav-brezel etre Bro-C'hall ha Viêt Nam.
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hague Convention of 1899 ent-resis, Lezennoù ar brezel Lezennoù ha boazioù ar brezel douarel (Hague II) 29 Gouere 1899; Chapter V.