Odette du Puigaudeau
Odette Loyen du Puigaudeau, bet ganet e 1894 e Sant-Nazer hag aet d’an Anaon e 1991 e Maroko, a oa un dudoniourez vreizhat.
Merc’h e oa d’ar boltredourez Henriette Van den Broucke ha d’al livour naonedat Ferdinand du Puigaudeau, bet ganet en un tiegezh a baramantourien.
Desavet e voe Odette du Puigaudeau e Maner Kervaudu er Groazig a-raok mont da Bariz e 1920 da studiañ ar morioù er Sorbonne. Goude he studi ez eas da dresourez er Collège de France, da stilourez e Ti Lanvin ha da gazetennerez war vigi-toneta eus Breizh.
E 1934 e veajas evit ar wech kentañ e Maouritania gant he mignonez, an arzourez Marion Sénones. A-neuze e c'houestlas he buhez da Sahara ar C'hornôg ha d’ar Vorianed. Mont a reas da gargadez a gefridi evit ministrerezhioù ha kevarzheoù gouiziek, da saverez abadennoù sevenadurel evit ar radio, da deuliourez evit ur ministrerezh ha da renerez burev ar ragistor e Mirdi an Hendraoù e Rabat.
Un nebeud levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pieds nus à travers la Mauritanie, raksrid gant ar Jeneral Gouraud, Priz an Académie française, Plon 1936, Phébus 1992
- La grande foire aux dattes, Priz ar Gens de Lettres, Plon 1937
- Le sel du désert, ti-embann P. Tisné 1940, Phébus 2001
- La route de l'Ouest (Maroc-Mauritanie), ti-embann J. Susse 1945, Ibis Press 2002
- Grandeur des îles, Julliard 1946 ha 1989, Payot 1996 (rakskrid gant Monique Vérité)
- Mon ami Rachid, guépard, Albin Michel, 1948
- Tagant, Julliard 1949, Phébus 1993
- La piste Maroc-Sénégal, Plon, 1954
- Le passé maghrébin de la Mauritanie, Rabat, Ministère d'État chargé des Affaires Islamiques, 1962
- Art et coutumes des Maures : 6 levr embannet e Rabat adalek 1967 betek 1991 : Histoire - La Vie matérielle - Costumes féminins - La Vie familiale - La vie culturelle - l'Artisanat, in Hespéris Tamuda, Ibis Press, 2002, 2005
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- BRIAND Gael, Odette du Puigaudeau : ur vaouez dreistordinal, Bremañ, niv. 431, 2020, p. 11.
- VÉRITÉ Monique, Odette du Puigaudeau : une Bretonne au désert, Jean Picollec,1993 / Payot & Rivages 2001.