Ferdinand du Puigaudeau

Ferdinand du Puigaudeau, bet ganet en Naoned d’ar 4 a viz Ebrel 1864, ha marvet er Groazig d’an 19 a viz Gwengolo 1930 a oa un livour breizhat.
Tad eo bet d'an etnologourez Odette du Puigaudeau.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet en ur familh paramantourien ha perc’henned douar[1], pinvidikaet a-drugarez da goñvers ar c’holonioù ha rivinet diwezhatoc’h. Studioù klasel a reas en Naoned. Da c’houde e veajas dre vro-Italia ha dre vro-Dunizia a-benn gwellaat e zonezonoù arzel.
E Pont-Aven e kejas gant Paul Gauguin, Émile Bernard, Charles Laval e 1886. Mod pe vod e voe levezonet gant lusk « Skol Pont-Aven », zoken ma ne voe krouet al lusk-mañ daou vloaz diwezhatoc’h nemetken.
Koulskoude ne vez ket sellet outañ evel ezel eus Skol Pont-Aven. Mirout a reas e hentad dezhañ e-unan ha chom a reas ul livour « post-impressionist »,???? ul lusk lies goude an « Impressionism » a zo maread al livadur (dreist pep tra) adalek dibenn ar bloavezhioù 1880 betek ar bloavezhioù 1910 dre feur.????
Al lusk-mañ a vode izili disheñvel a-walc'h an eil re diouzh ar re all evel Édouard Manet, Henri Rousseau, hag all..., pezh a rae anezhañ ul lusk dizunvan.
E Bro-Belgia e 1889, e skoulmas Ferdinand du Puigaudeau darempredoù gant strollad « An Ugent » (Groupe des XX). En o zouez : James Ensor, Guillaume Vogels, ha Jan Toorop. Kejañ a reas ivez gant ar skulter ha livour gwirvoudel Constantin Meunier.
Un oberenn gentañ a ziskouezas e Saloñs Kevredigezh Broadel an Arzoù-Kaer » (Salon de la Société Nationale des Beaux-Arts) e 1890.
Er penn-kentañ e live taolennoù awenet gant ar vuhez bemdeziek, ar vuhez hengounel, gant darvoudoù dister.
Lesanvet e oa Picolo gant e vignoned. Plijout a rae ar mareoù e-kreiz an noz dezhañ hag aergelc'hioù an abardaez pa ya an heol da guzh. Dont a reas da vezañ brudet-tre. E 1903 e rae ar gazetenn New-York Herald anezhañ « livour ar festoù, ar festoù-noz dreist-holl, an tanioù-arvest, ar fuzeennoù, an heol, ar maezioù sart ha laouen »
E 1904 e tremenas un nebeut amzer e Venezia, lec'h ma voe graet 50 livadur gantañ.
Koulskoude e teus berr an arc'hant gantañ, hag ez eas da lojañ e Bourc’h-Baz ha war-lerc'h er Groazig e Maner Kervaudu feurmet gantañ. Eno e vevas betek fin e vuhez. Gwelet e veze e vignoned o tremen e Kervaudu. Livourien : Jean-Émile Laboureur, Émile Dezaunay, Ernest de Chamaillard, e genderv Alphonse de Châteaubriant hag ar barzh José-Maria de Heredia.
A-hed ar bloavezhioù-se e talc’has da livañ ar memes lec’hioù : e liorzh, gwernioù ar Briver, milinoù, an heol o vont da guzh war ar mor, ar parkeier roz-moc’h.
Teñvalaet e voe fin e vuhez gant an evaj hag ar glac’har.
Da belec’h mont da sellout ouzh oberennoù Ferdinand du Puigaudeau ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E meur a virdi e vez gwelet e daolennoù, e diskouezhadegoù padus pe dibad (Montroulez[2], an Naoned, Kemper[3], Pont-Aven, Paris, New York[4]).
Oberennoù en dastumadegoù foran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- an Naoned, Musée des Beaux-Arts : Ar Peulvan, araok 1910, eoul war lien[6].
- Kemper, Mirdi an Arzoù-Kaer : Gweledva an ti-soul, 1921, eoul war lien.
- Gwened, Mirdi ar C’hovu : Oferenn noz pe Kalvar Roc'h-an-Argoed.
- Oberennoù gant Ferdinand du Puigaudeau
Tarzh an deiz e Bourc'h-Baz.
Tan arvest e Bourc'h-Baz.
Al Letern hud[7].
Pont-Aven dindan al loargann.
- Puigaudeau, Ferdinand du - Landscape, Hills of Guerande.jpeg
Gweledva, tuchennoù Gwenrann (1915).
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Mab e oa da Émile du Puigaudeau ha da Clotilde Van Bredenbeck de Chateaubriant, e bried.
- ↑ Mirdi ar Jakobined, Du 1998-Genver 1999.
- ↑ Musée des Beaux-Arts de Quimper, notice sur Ferdinand du Puigaudeau.
- ↑ Hammer Galleries, Meurz-Ebrel 2002.
- ↑ (en) « Night Fair at Saint-Pol-de-Léon », pennad war museothyssen.org.
- ↑ « Le Menhir », pennad war bon Joconde.
- ↑ Un doare all a oa bet prenet ea 2020 gant Mirdi Pont-Aven : J. Demarle, Une nouvelle toile de Ferdinand Loyen du Puigaudeau pour Pont-Aven, La Tribune de l'Art (10 janvier 2021).
Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Antoine Laurentin, Ferdinand du Puigaudeau, 1864-1930, éditions T. Salvador, 1989
- Wikipedia gallek
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Pennad e galleg hag un nebeud livadurioù