Mont d’an endalc’had

Bré

Eus Wikipedia
Bré gwelet eus beg-douar Ceann Bhré

Bré (Bray e saozneg) zo ur gêr eus reter Iwerzhon, e kontelezh Cill Mhantáin. War vord ar mor emañ, war harzoù kontelezh Dulenn ha tost da gêr-benn Iwerzhon eta.

E 2011 e oa 31 872 a dud o chom e Bré, ar pezh a rae eus kêr an navvet kêr vrasañ. Dont a ra tud e-leizh eus Dulenn da bourmen betek eno.

E Bré emañ studioioù filmañ "Ardmore Studios", ar re nemeto en Iwerzhon, ma vez troet e-leizh a filmoù skinwel ha sinema. E Bré ivez e voe ar c'hizeller breizhat Yann Goulet o vevañ e-pad pell.