Ar studier Brezon
Ar studier Brezon istitlet "L'étudiant breton" a oa un astenn d'ar gazetenn l'Heure Bretonne, kazetenn propaganda Strollad Broadel Breizh, embannet evit ar studierien vroadelourien vreton hag a oa izili da Kengevrad ar studierien broadelour brezon (La fédération des étudiants nationalistes bretons).
Div niverenn hepken a voe embannet, er bloavezh 1941.
Mennozhioù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket mennozhioù politikel dibar er gazetenn diwar-benn emdroadur Breizh d'ar mare-se. Evel Strollad Broadel Breizh e klaske difenn un hent a-enep renad gouarnamant Vichy hag ivez a-enep harperien ar jeneral Charles de Gaulle. Frazennoù flemmus pe gunujennus a veze embannet ingal war ar "c'hozh" Philippe Pétain pe "Ar jeneral de G...".
Enep yuzevegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gazetenn a embanne mennozhioù enepyuzev evel er pennad L'invasion de la Juiverie[1] pe c'hoazh er pennad L'invasion juive de la médecine bretonne[2]. Embannet e oa gant ar gazetenn e oa ret "naetaat" ar skolioù-meur eus ar yuzevien.
Enep bourc'hiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkavet e veze frazennoù flemmus e-keñver ar vourc'hizien, en o zouez lod kelennerien ar skolioù-meur e Breizh.