Denise Guieysse

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Denise Denisette Guiysse, ganet e 1907 e Vire (Calvados) hag aet da Anaon e Sant-Nazer e 1997, a oa ur vroadelourez vreizhat. Merc'h e oa da Marsel Guieysse (Kaodan, 1881Vitry-sur-Seine, 1967) ha Marie Anglas (1878-1976) .[1]

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1907 e voe ganet. Dimezet ez eo bet gant Ange Alain Luec (1922-1987). Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ bet un harp leal d'he zad, a oa ur brodelour breizhat evelti.

Stourm evit frankiz Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adal ar bloavezhioù 1920 e oa o vont etrezek an Emsav hag ar stourm evit frankiz Breizh. Reiñ a rae he holl nerzh da harpañ he zad er stourm. Ezel e voe e Strollad Emrenerien Vreiz (Parti autonomiste breton)[2]

E-pad an Eil Brezel-bed e voe sekretourez Strollad Broadel Breizh evit Bro-Gwened.

He zro-spered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Yann Fouéré el levr La Patrie interdite :

Denise était un vrai soldat. Elle en avait l'allure un peu lourde. Elle semblait porter une sorte d'armure. Son ardeur bretonne n'avait d'égale que sa discrétion. Elle ne parlait guère et son visage ne laissait rien deviner. Sa capacité à garder des secrets, son dévouement, à l'époque où les persécutions policières commençaient à se faire plus lourdes sur les militants autonomistes, avaient fait d'elle à Paris la personne de confiance des dirigeants de Breiz Atao : elle rendit aussi de grands services, de nature différente, à Célestin Lainé, l'un des animateurs à l'époque de Gwenn-ha-du, et à François Debauvais qui était alors avec Olier Mordrel la figure de proue du nationalisme breton... — Yann Fouéré, La patrie interdite[3]

« Ur gwir soudard e oa Denise. An tres pounnerik anezhañ a oa ganti. Kredet e veze e oa o tougen un doare houarnwisk. Hec'h evezhiegezh hepkan a oa par d'he birvidigezh vreizhat. Ne gomze ket kalz ha he dremm ne ranne ket muioc'h. He ampartiz da zerc'hel sekredoù, hec'h emroüsted, d'ar mare ma kroge heskinerezh an archerien da bouezañ kreñvoc'h war ar stourmerien emrenerien, o doe he lakaet da vezañ den a fiziañs pennoù Breiz Atao e Pariz : mil vad a reas, e meur a zoare, da Célestin Lainé, a oa d'ar mare-se unan eus luskerien Gwenn-ha-du, ha da François Debauvais hag a oa da neuze gant Mordrel unan eus penntudennoù ar vroadelouriezh vreizhat... ».

Tro-dro dezhi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Denise Guieysse war geneanet.org
  2. Skol-Uhel ar Vro
  3. Yann Fouéré, La patrie interdite, France Empire, 1998, ISBN 978-2-7048-0566-2 (fr)
  4. Lec'hienn Skoluhelarvro.net: Femmes de Bretagne Guieysse Denise.