Mont d’an endalc’had

Théophile Jeusset

Eus Wikipedia
Théophile Jeusset
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denThéophile Jeusset Kemmañ
Anv-bihanThéophile Kemmañ
Anv-familhJeusset Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Ebr 1910 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoazhon Kemmañ
Deiziad ar marv1968 Kemmañ
Lec'h ar marvNaoned Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh (1931-1944) Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
Theophile jeusset en Ouest-Eclair 12 a viz Eost 1932

Théophile Jeusset, treuzskrivet Teofil Jeused e brezhoneg, (ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1910, e Roazhon ha marvet d'an 14 a viz Mae 1968, e Naoned) a oa ur micherour, livour war wer, un emsaver, ur skrivagner hag un lec'hanvadurour brezhoneg. War du dehou pellañ an daou strollad broadelour a voe e Breizh e chomas.

Emezelañ a reas, yaouank a-walc'h, er Strollad Emrenerien Vreiz (SEV - Parti autonomiste breton), ha pa'z eas ar strollad da get e savas e 1930 ar gelaouennig Breiz da Zont hag ar strolladig (8 ezel) Parti nationaliste intégral breton, awenet gant ar dizalc'hiezh, faskouriezh hag ur c'hatoligiezh bellvanour. Desachañ a reas Gwilherm Berthou-Kerwerzhiou ar strolladig dave an aozadur kuzh Kentoc'h mervel a oa bet krouet gant Neven Henaff. Dre aon ma vo disklêriet, Henaff e zispennas[1]. Klotañ a ra mennozh an disrannouriezh gant dibenn levezon Morvan Marchal ha Goulven Mazeas hag int o-doa reteret ar SEV war-su an emrenerezh e framm an Europa kevredel da vezañ savet.

« Il faut se rendre compte que l'horloge du mouvement breton a marché depuis deux et que l'une des aiguilles - à tout le moins - pointe vers le séparatisme.»[2]

En e gelaouennig e embann ma voe bet 250 000 soudard vreizhat lazhet diwar emgannoù ar Brezel-bed kentañ evit e tamall d'ar Republik gall[3].

[[Tarzhadenn ar 7 a viz Eost 1932|E 1932, goude gwalldaol kentañ ar strollad]] Gwenn ha Du e Roazhon, e voe bac'het e-pad 54 devezh ha lezet da vont hep bezañ kaset dirak ar barner, evel pemp emsaver all.
Pa 'z eas tre al Lu alaman e-barzh Roazhon, T. Jeusset, evel ar re nebeud izili ar Strollad Broadelour Breiz a oa er gêr na reas tra evit e degemer. E 1941 e savas ur Stroll al labourerien broadel-sokialour Breizh, met e voe rediet e lakaat dindan beli strizh ar SBB[4] .

E 1944 en em engouestlas er Bezen Perrot, met Neven Henaff a gasas anezhañ da spian ar Milis gall ken e reas labour kehenterezh evitañ. Pa oa trec'h an Amerikaned e Gouere 1944 e tec'has da Vro-Alamagn gant e familh ha da Vro-Suis goude. Adkaset da Vro-C'hall gant ar Suised, e voa barnet ha kondaonet d'ar galeoù evit e buhez-pad. Dieubet goude 7 vloaz, met e chomas klañvidik ken e varvas abred.

Mennozhioù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luziet awalc'h e oa e vennozhioù politikel, pa oa techet d'ar roueelouriezh ha da da embann arroudennoù Charles Maurras, Lenin ha Trotsky, setu perak e krouas e 1934 Strollad krevreadelour micherourien Vreiz gant sikour un nebeud izili eus Strollad Broadel Breizh . Théophile Jeusset' a oa ivez ur gouennelour hag embannañ a reas diskleriadennoù enepyusev :

« C'est en fonction de leur résistance particulière à la conquête du territoire français par les idées dissolvantes qui émanent plus ou moins des Juifs : maçonnisme, laïcisme, etc., que les Bretons ont été décimés au cours de la dernière guerre mondiale, plus de 200 000. Il est facile d'invoquer pour cette hécatombe des raisons militaires, mais rien ne fera contre ce fait que le répartiteur réel des troupes pendant toute la guerre fut le Juif Abrahami, né … dans le ghetto de Constantinople.»[5]

Lec'hanvadurour brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh niverennoù 27-31 ar gelaouenn SAV ec'h embannas ur studiadenn, pemp pennad enni, dindan an titl "Anoiou-lec'hiou Breiz-Uhel", mui ur rakskrid berr en niverenn gentañ, "Esae brezonekaat anoiou-lec'hiou Breiz-Uhel" e env. En destennig e tispleg penaos en deus graet e enklask "hag (evitañ) beza micherour e-pad an devez". "Furchet am eus en diellou koz, en teskadou-skridou, el levriou a bep seurt, - dreist-holl en Istor… Fizians am eus da gregi gant eul labour talvoudus evit Dazont Breiz… n'am eus ket kavet ar c'henskoazell am eus goulennet digant ar re varrek war an dachenn-se."
Trugarekaat a ra "ar vignoned o deus kenlabouret (gantañ), - dreist-holl Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, eur paotr a gompren gallegerien Breiz-Uhel."
Brezhonekaet en doa anvioù kumunioù ha broioù Breizh-Uhel hag un nebeud anvioù elfennoù douaroniel (stêrioù, menezioù). Un nebeud anezho zo bet reizhet gant e heulidi (R. Hemon a gavas gwelloc'h Felger eget Filger).
Kendelc'her a reas da embann e studiadennoù e-barzh Al Liamm (adalek an nn 8). Sinet e veze e bennadoù gant e anv pe gant Melar Josig pe Teofil Jeused.

E 1965 e embannas ur buhezskrid gant an anv-pluenn Jean-Yves Keraudren : À contre-courant. El levr e tispleg e vuhez hep kaout keuz d'e vennozhioù.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hor bara pemdeziek, Al Liamm (nn 123, 124, 125, 126, 127). Adembannet evel ul levr.
  • Notennoù da dresañ danevell-buhez Roparzh Ervezel, savour abati Fontevraod, Al Liamm, nn 102), 1964. Eus ar gwenvidig Roperzh Ervrezhell (Robert d'Arbrissel) e oa anv.

Skrivet en deus pennadoù evit Barr-Heol hag Hor Yezh ivez.

  • Jean-Yves Keraudren, A contre-courant, Éd. du Scorpion, 1965. Envorennoù dindan un anv-pluenn skrivet en toull-bac'h.
  • Hor bara pemdeziek, Al Liamm, 1969. 78 p. 0Embannadenn dalif.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Sébastien Carney, Breiz Atao !…, p. 163.
  2. Evit Keltia : Nos raison d'être, nos objectifs, Breiz da Zont, Gwengolo 1930, tennet eus Alan Le Cloarec, Aux origines des mouvements bretons, 2001, p.191.
  3. N'eo ket bet degemeret evit ar wirionez gant an istorourien. Alies e vez lennet e levrioù an emsaverien. Hervez Ronan Caerléon, Complots pour une république bretonne, p. 121, Frañsez Debauvais a gonte 240 00 e 1936.
  4. Groupe ouvrier national-socialiste breton, tennet eus Bertrand Frélaut, les nationalistes bretons de 1939 à 1954, p. 61.
  5. Théophile Jeusset, Breiz da Zont, Gouhere 1931, tennet eus Hamon, Kristian, Les nationalistes bretons sous l'occupation, An Here, 2001, p.13.