Mont d’an endalc’had

Robert d'Arbrissel

Eus Wikipedia
Robert d'Arbrissel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert d'Arbrissel Kemmañ
Anv-bihanRobert Kemmañ
Deiziad ganedigezh1047 Kemmañ
Lec'h ganedigezhErvrezhell Kemmañ
Deiziad ar marv25 C'hwe 1117 Kemmañ
Lec'h ar marvPrieuré of Orsan Kemmañ
Lec'h douaridigezhAbati Fontevraud Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michertheologian Kemmañ
Bet studier daAnselm of Laon Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionbeatification Kemmañ
Gouel24 C'hwevrer Kemmañ
Oberenn heverkAbati Fontevraud Kemmañ
Robert d'Arbrissel, murlivadur gant koar, savet gant Alphonse Le Henaff, iliz-kador Sant-Pêr Roazhon, entre 1871 ha 1876.
Robert d'Arbrissel, hervez un engravadur eus ar XVIIvet kantved.
Bez Robert d'Arbrissel e Fontevraud.

Robert d’Arbrissel (1045? 1047-1116? 1117?), pe Roperzh Ervrezhell hervez ur brezhonekadur[1], a oa ur manac'h breizhat, ganet en Arbrissel, tost da Gwerc'h-Breizh, e Bro-Roazhon, ha d'an harzoù gant Anjev. Mervel a reas e prioldi Orsan, e Bro-C'hall (Cher).

Gantañ e voe savet Abati Fontevraud ha manati La Roe (e Mayenne hiziv), e 1101. Eno e veze degemeret gwazed ha maouezed e kouentoù disheñvel, ha renet e veze abaoe ar penn-kentañ gant un abadez, hervez reolennoù an diazezour. Bec'h en doe gant an eskibien abalamour d'e vennozhioù war buhez ar venec'h, lec'h ar merc'hed er gevredigezh kristen, difenn ar beorien.

Mab e oa d'ur beleg anvet Damalioch[2]. Seblantout a ra an anv bout brezhon, ha moarvat e oant pell a vezañ stank er c'hornad-se eus Breizh.
N'ouzer ket pedavare e voe beleget, met person Arbrissel e vije bet war-lerc'h e dad, ha gwreg en doa eveltañ: n'eo nemet adalek sened-iliz Latran e 1123e voe berzet d'ar veleien dimeziñ pe kaout serc'h.

Perzh a gemeras e dilenn direizh Jelvestr Gwerc'h evel eskob Roazhon en 1076, dieskobet en 1078, ha neuze ez eas kuit da Bariz. Eno e heulias kentelioù doueoniezh, marteze re Anselm Laon. Doktoret e voe, ha mont a reas a-du gant ar c'hempennoù kinniget gant ar pab Gregor VII.

Arc'hveleg e Bro-Roazhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adlakaet e voe Jelvestr Gwerc'h war ar gador-eskob en 1089, ha galvet e voe Robert gantañ d'e skoazellañ da glask gwellaat buhezegezh ar veleien. Anvet e voe da arc'hveleg ha da ofisial. Stourm a reas ouzh ar simoniezh, ar falldimezioù, ar wallvuhezegezh, hag ouzh gwall dechoù all ar veleien e-pad pevar bloaz.
Met pa varvas an eskob Jelvestr en 1093, e voe cheñchet penn d'ar vazh. Marbod, an eskob nevez, un Anjevad anezhañ, ne oa ket troet kement gant ar c'hempenn, ha droug ouzh Robert a oa er veleien bet kondaonet gantañ. Neuze ez eas kuit Robert da Anje da gelenn an doueoniezh, hag eno e krogas gant e oberoù a bened. Eno ivez e skoulmas darempredoù a vignoniezh gant Jafrez Vendôme, abad Vendôme, hag a brizie e zeskadurezh hag e vennozhioù relijiel.

E 1095 e oa penedour e koadeg Craon, er mervent da Laval, gant Bernard, a savas Congregation of Tiron, Vitalis, diazezer abati Savigny hag anvet da sant goude e varv, ha re all. Brud a dapas gant e zeoliezh, e helavarded, hag e bersonelezh, a sachas tud a bep oad hag a bep renk davetañ. Ouzh ar beoreien e komze hag eus e ziskibien e rae peorien ar C'hrist: e vennad e oa bezañ en noazh da heuliaén krist en e noazh war ar groaz. E 1096 e savas evito manati La Roé ma voe an abad kentañ. Er bloavezh-se en-eeun e voe pedet da Anje gant ar pab Urban II, a oa oc'h ober tro Bro-C'hall da vrudañ ar groaziadeg, hag anvet gantañ da brezeger (seminiverbius, cf. Acts 17, 18) second only to himself with orders to travel everywhere in the performance of this duty" (Vita Baldrici). N'eo ket splann ez eas Robert gant Urban da brezeg ar groaziadeg rak betek-hen ne gomze nemet eus dilezel madoù ar bed ha bevañ er baourentez.

Hervez ar vojenn diwar e benn e oa gisti troet ouzh ar relijion gantañ, ha kement a zihelloù zo diwar-benn an afer ma n'haller ket disteurel ar fed-se. Baldric of Dol a skrivas e oa meretrices e-touez e ziskibien, ha hennezh zo ur ger latin eus an amzer evit ober anv eus gisti, pe da vihanañ maouezed a vuhez skañv. Kadarnaet eo kement-se gant ur skrid diskoachet e manati Vaux-de-Cernay. Er skrid-se emañ Robert o weladenniñ ur fouzhlec'h e Rouen hag e komz eus pec'hed eno ; hag int d'e heul davet ar c'hoadoù. Marteze n'eo ket gwirionez penn-da-benn a zo en danevell, met gallout a reer krediñ e oa gisti e-touez e heulierien. Unan eus an tiez en abati Fontevrault a oa dediet da Mari Madalen.

Robert a gendalc'has gant e veajoù dre Anjev ha tro-war-dro betek fin e vuhez met n'ouzer ket hiroc'h. Kondaonet e voee oberoù avat gant an abad Geoffrey of Vendôme ha gant Marbod, eskob Roazhon, dre ma rae syneisaktism, ur binijenn a oa klask kastizañ e gorf dre stoum ouzh an temptadur da gousket gant maouezed.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez an Tad Turiaw, Goueler kelt, deiziadur ar sent, 1991.
  2. Jean-Marc Bienvenu, L'étonnant fondateur de Fontevraud, Robert d'Arbrissel, Nouvelles Éditions Latines, 1981, p.17

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Venarde, Bruce L., ed. and trans.(2003) Robert of Arbrissel: a Medieval Religious Life. Washington, D. C.: Catholic University of America Press
  • (en) Dalarun, Jacques. (2006) Robert of Arbrissel: Sex, Sin, and Salvation in the Middle Ages. Translated by B. L. Venarde. Washington, D. C.: Catholic University of America Press