Ofisial
An ofisial, pe ar vikel-barner, a zo ur barner eus an Iliz. En deiz a hiziv e kas e garg en anv an eskob. Bez e c’hell hen ober e meur a eskopti war un dro.
An ofisialded a zo anv ar garg hag anv lez-varn an ofisial.
Hervez kanon 1420 § 4 eus Lezenn gwir kanoneg, e rank an ofisial bezañ ur beleg, doktor pe aotreet war gwir an Iliz, tregont vloaz dezhañ d’an nebeutañ.
Aferioù dimeziñ eo a ra danvez labour pennañ an ofisial hiziv an deiz, pa vez da embann nullentez ar briedelezh. Koulskoude e c’hell bezañ kinniget dezhañ an holl aferioù, hervez gwir kanonek an Iliz katolik.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant Erwan (Erwan Helouri Gervarzhin) a zo unan eus brudetañ ofisialed (barnerien an Iliz), en XIIIvet kantved, en eskopti Roazhon da gentañ, hag en eskopti Treger da c’houde.
Ofisial Roazhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ofisial Roazhon a zo barner an Iliz a ren Ofisialded Roazhon. E 1974 e voe savet e Roazhon Ofisialded etreeskoptiel Breizh, evit eskoptioù Gwened, Kemper, Sant-Brieg hag arc'heskopti Roazhon. E 2011 e voe kresket Ofisialded etreeskoptiel Roazhon evit ar broviñs a Iliz a-bezh, gant eskopti Naoned, hag eskoptioù Añje, Ar Mañs, Laval, ha Luçon ouzhpenn re Vreizh. Ofisial Roazhon zo anvet d’e garg gant an nav eskob eus ar broviñs.
Roll an Ofisialed Roazhon[1]
Bloavezhioù | Ofisial |
---|---|
1974–1994 | Pierre Priou, chaloni eus eskopti Roazhon |
1994–2008 | Jean Basset, chaloni eus eskopti Sant-Brieg |
2008–2017 | Michel Penn, beleg eus eskopti Kemper |
2017– | Hervé Queinnec, beleg eus eskopti Kemper |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) A-raok ar c'honkordad, gwelit L'Evêque de Rennes et ses auxiliaires : Officiaux de Rennes, war lec'hienn infobretagne.com