Mont d’an endalc’had

Ofisialded

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An ofisialded, pe lez an Iliz, pe c'hoazh lez an eskob, a zo ul lez-varn stag ouzh an eskopti, rak gwir-dreist an Iliz e oa sevel he lezioù-barn dibar evit ma vo tamallet ha kastizet ar gloer evit an torfedoù hag an drougoberoù a c'hellje bezañ bet graet ganto, pe neuze kement tra hag en doa da welet gant an Iliz (evit nullañ ar briedelezh hag all).
Unan eus ar brudetañ ofisialed pe barnerien ofisialded (juge à l'Officialité) eo bet sant Erwan (Erwan Helouri Gervarzhin) en XIIIvet kantved, en eskopti Roazhon da gentañ, hag en eskopti Treger goude. Paeron an alvokaded hag an dud a lezenn eo evit se.

En deiz a hiziv, e rank ar vikel-barner pe an ofisial bezañ ur beleg, doktor pe aotreet war gwir an Iliz, tregont vloazh dezhañ d’an nebeutañ (kanon 1420 § 4 eus Lezenn gwir kanoneg).