Arc'heskopti Roazhon, Dol ha Sant-Maloù
Neuz
(Adkaset eus Arc'heskopti Roazhon)
Arc'heskopti Roazhon, Sant-Maloù ha Dol (archidioecesis Rhedonensis (-Dolensis-Sancti Maclovii) e latin) eo anv an eskopti a zo bet savet e 1801 hag a glot gant departamant gall an Il-ha-Gwilen. Emañ e sez e Roazhon.
En eskopti-se e kaver an holl barrezioù a oa en Eskopti Roazhon, ul lodenn vat eus ar re a oa en Eskopti Dol hag en Eskopti Sant-Maloù, un dornadig eus ar re a oa en Eskopti Gwened, hag un nebeudig eus parrezioù Eskopti Naoned. E 1859 e voe savet an Arc'heskopti.
Unan eus eskoptioù Proviñs ekleziastikel Roazhon eo.
Roll eskibien an eskopti goude ar c'honkordad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1802–1804 : Jean Baptiste Marie de Maillé de La Tour Landry
- 1805–1819 : Etienne Célestin Enoch
- 1819–1824 : Charles Mannay
- 1825–1841 : Claude Louis de Lesquen
- 1841–1878 : Godefroy de Brossais de Saint-Marc (arc'heskob e 1859, kardinal)
- 1878–1893 : Charles-Philippe Place (kardinal)
- 1893 : Jean-Natalis-François Gonindard,
- 1893–1906 : Guillaume Marie Joseph Labouré (kardinal)
- 1906–1921 : Auguste-René Dubourg (kardinal)
- 1921–1930 : Alexis-Armand Charost (kardinal)
- 1931–1939 : René Pierre Mignen
- 1940–1964 : Clément-Émile Roques (kardinal)
- 1964–1985 : Paul Gouyon (kardinal)
- 1985–1998 : Jacques Jullien
- 1998–2007 : François Saint-Macary
- 2007-...: Pierre d’Ornellas