Olier Chevillotte

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Olier Chevillotte, Ollivier Chevillotte eus e anv gwirion. Ganet e Brest d'an 23 a viz Here 1890 hag aet da anaon d'ar 27 a viz Meurzh 1965 e maner Kervasdoue e Plougonvelen a oa un ezel eus Strollad broadel Breizh.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar familh Chevillote a zo a orin eus Brest ha Plougonvelen. An tad Julien Chevillote (1863-1933) a zo notaer, perc'henn eo eus an domanioù Kervasdoue ha Kergroades. Ar vamm a zo Valentine Mevel (1871-1930). Dimezet eo bet gant Madeleine de Parcevaux (1898-1981) d'ar 7 a viz Genver 1920. 7 bugel a zo bet ganto.

Ijinour e oa war al labour-douar.

Er bloavezhioù 1930 e vez adkavet Olier Chevillotte gant e vreur Emmanuel Chevillotte er Strollad broadel Breizh.

Strollad broadel Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Olier a gemer perzh e dilennadegoù lec'hel evel hini kanton Sant Ronan e miz Kerzu 1931 tapout a raio ouzhpenn 20% eus ar mouezhioù.

E 1936 e vez war ar renk evit dilennadegoù an deputeed e Montroulez, erruout a ra 3de.

Etre Gouere 1938 ha gouere 1939 ez eo e-penn Strollad broadel Breizh gant Olier Mordrel ha Marsel Guieysse.[1]

E-pad mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted ar vreur Emmanuel a zo penn arondisamant padal Olier a zo penn kanton ha war ar memes-tro penn rann Burev studiañ al labour-douar Strollad broadel Breizh.

Ur mab dezhañ a emezelo er Bezen Perrot gant al lesanv Bleiz hag a vezo lazhet gant paotred ar strouezheg.

Fin e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Olier Chevillote a zo aet da anaon er bloavezh 1965 e Plougonvelen.

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)

Lec'hiennoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]