Emil Masson

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Masson.png

Emil Masson, (1869-1923), skrivagner ha prederour diveliour breizhat. Skrivet en deus ivez dindan an anvioù-pluenn Brenn, Erwan Gwesnou, ha Ionn Prigent.

Ganet eo bet e Bro-Leon, met ne oa ket bet desavet e brezhoneg. E Pariz e oa bet war e studi (tapet gantañ div aotreegezh, war ar brederouriezh ha war ar saozneg), hag eno e krogas da vezañ dedennet gant ar strolladoù a-du gant Dreyfus hag ivez gant ar strolladoù enep an arme, hag an diveliouriezh dre vras. Kelenner war ar saozneg e teuas da vezañ e lise Pondi.

Bet eo bet eil prezidant kevrenn lennegel ar Union Régionaliste Bretonne hag e-barzh komite skrivañ Breiz Dishual war un dro. Ar gazetenn-mañ a oa hini Strollad Broadel Breiz. Krouet en doa e 1913 ar gazetenn diveliel divyezhek Brug. Stourm a reas gant e bluenn a-enep mennozhioù enepbrezhoneg embannet e-barzh "La Pensée Bretonne", kelaouenn an alvokad sokialour Yves Lefèvre.

A-hed ar Brezel bed kentañ eo bet e-touez ar re ral en tu kleiz o klask sevel e vouezh a-enep ar brezel. Mignon e oa d'an diveliourien Kropotkin hag Élisée Reclus, da Louise Michel, Jean Grave, ar barzh Charles Péguy, bet sokialour ha troet a-du gant ar vroadelouriezh c'hall, hag ar skrivagner Romain Rolland.

E vuhez-pad en deus klasket Emil Masson liammañ e stourm evit Breizh hag ar brezhoneg, asambles gant an etrebroadelezh. E garantez ouzh pobl e vro c'henidik ne oa, a-benn ar fin, nemet stumm lec'hel e garantez ouzh an denelezh.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Yves Madec, professeur de collège, e 1905
  • Les rebelles, e 1908.
  • Les Bretons et le Socialisme (Embannadurioù Toullec et Geffroy 1912, kinniget ha notennet gant Jean-Yves Guiomar, Paris, Maspéro, 1972.
  • Les hommes illustres et leurs paroles inouïes, e 1919
  • L’Utopie des îles bienheureuses dans le Pacifique. Embannadurioù Rieder 1921, Embannadurioù Caligrammes, 1984.

Troet en deus e galleg, asambles gant e wreg Elsie Masson, ur gembreadez anezhi, ur bern levrioù bet skrivet gant Thomas Carlyle.

Graet en deus war-dro ar gazetenn Brug eus 1913 da 1914. Ehanet e voe an embann abalamour d'ar brezel.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Eun dra bennag a zo da jeñch er bed", Fañch Broudig, Brud Nevez. Adembannadur al levr "Al Liberterien hag ar Brezoneg" 1983, dastumet ennañ ar pennadoù brezhonek a oa bet embannet e-barzh Brug, gant tud evel Jos "Dirlemm" ar Bras.
  • Broudic (F.). – La polémique entre Y. Le Febvre et E. Masson à propos de la langue bretonne. In : Etudes sur la Bretagne et les pays celtiques. Mélanges offerts à Yves Le Gallo. – Brest : CRBC, 1987, p. 47-56.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • [1] (Lec'hienn Ronan Koadig)
  • [2] (lec'hienn Fañch Broudig)
  • [3] (lec'hienn Temps noirs)
  • [4]
  • lenn e levr L’Utopie des îles bienheureuses dans le Pacifique (stumm PDF)