Mont d’an endalc’had

Levraoueg Gwalarn

Eus Wikipedia

Levraoueg Gwalarn a oa anv un dastumad levrioù embannet gant Gwalarn. Embannet e veze e diavaez niverennoù ar gelaouenn, met e 1937 e voe kemennet ne vije ket mui embannet levrioù a-ziforc’h, met lakaet e vijent da niverennoù ordinal e-barzh an heuliad.
Meneget e veze embannadurioù Gwalarn war eil pajenn diwezhañ ar gelaouenn ma veze graet anv eus al levrioù embannet a-ziforc’h hag ar re embannet e-giz un niverenn eus ar gelaouenn.

  1. Jakez Kerrien, Ar Roc'h Toull, Brest, Gwalarn, 1926, 89 p. Romant.
  2. John Millington Synge, War varc'h d'ar mor, troet gant Youenn Drezen, 1926, 23 p.
  3. Tonkadur Bugale Tuireann, danevell iwerzonek, addispleget gant Roparz Hemon, 1927, 46 p. Levraoueg Gwalarn 3
  4. Roparz Hemon, An aotrou Bimbochet e Breiz, 1927, 102 p.
  5. Aesc'hulos, Prometheus ereet - Ar Bersed, troet e brezoneg gant Y. Drezen ; kentskrid gant R. Hemon ; skeudennaouet gant G. Robin ha R.-Y. Kreston, 1928, 130 p. Levraoueg Gwalarn 6
  6. Gerrit Theodoor Rotman, Priñsezig an dour, skeudennaouet gant G. Th. Rotman, trôet gant Y. Drezen ha R. Hémon ; lakeit de Loeiz Herrieu é brehoneg Guéned, 1927, 116 p. ; ill., 18 cm, Levraoueg Gwalarn 7
  7. Geriadur gallek-ha-brezonek a gorfadurez, 1927, 37 p. 8
  8. Roparz Hemon, Geriadurig-dourn brezonek-gallek, 1928, 382 p 9
  9. Thomas Cornelius Murray, Nevez-Amzer, 39 p. Levraoueg Gwalarn, niv. 10. Titl orin : Spring’’.
  10. Beatrix Potter, Per ar c’honikl, lakaet e brezoneg gant Youenn Drezen, 1928, 31 p. Levr yaouankiz. Levraoueg Gwalarn 11
  11. Hans Christian Andersen, Plac'hig vihan ar mor’’, troet gant R. Hemon, 1928, 52 p. Levraoueg Gwalarn12
  12. Gerrit Theodoor Rotman, Nijadenn an aotrou Skanvig, lakaet e brezoneg gant Youenn Drezen. 124 p.
  13. Marc'harid Gourlaouen, Levr al Loened, skeudennaouet gant Jakez Riou, 16 ff.
  14. Meven Mordiern, Istor ar bed. 1, 1929, 143 p. Levraoueg Gwalarn 14
  15. Meven Mordiern, Istor ar bed, Amzeriou kosa ar Ragistorvez. 2, 1930, 148 p. Levraoueg Gwalarn 15
  16. Marvailhou ar Vretoned, dastumet gant Roparz Hemon, 1932, 148 p.
  17. Roparz Hemon, Enklask diwar-benn stad ar brezoneg e 1928 = Esploro pri la situacio de la bretona linguo en 1928, 1930, 47 p. Levraoueg keltiek etrevroadel I.
  18. Geriadurig esperantek-brezonek - esperanto-bretona vortareto, 31 p. Levraoueg keltiek etrevroadel II