Gwechall-goz e oa...
Neuz

Gwechall-goz e oa... zo ul levrad marvailhou dastumet gant G. Milin (Gabriel Milin) hag embannet gant Buhez Breiz, e miz Meurzh 1924, e Kemper, 29 bloaz goude marv an oberour.
Skrivet eo e KLT.
War ar golo e lenner e veze kavet da brenañ E ti Ad. Le Goaziou, Leorier 7, streat Sant-Frañsez.
Danvez al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ennañ e lenner:
- Ur seurt rakskrid diwar-benn buhez Gabriel Milin (pajennoù V,VI,VII),
- Map roue an Hiberni (pajennoù 3-37),
- Ar pesketaer bihan (41-56),
- Al leorig burzhudus (59-82),
- Ar pevar zroad bioc'h (83-94).
Adembannadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adembannet eo bet kontadennoù al levr en un dastumad tevoc'h, anvet Marvailhoù Bro-Leon, gant Hor Yezh e 1999.
Iskis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh al levr,
- e Map roue an Hiberni, nemet stummoù gant -oc'h, evit merkañ eil gour lies an amzer-da-zont
- er re all, nemet stummoù gant -ot, evit ar memes verboù.