Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache

Eus Wikipedia
Markiz an Estourbeillon, e Kendalc'h Etrekeltiek 1904, e Caernarfon.

Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache, pe Régis de l'Estourbeillon pe Markiz an Estourbeillon a oa bet ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1858 e Naoned ha marvet e oa en e gastell en Avezeg, e-kichen Redon, d'ar 4 a viz Gwengolo 1946. Bez' e voe unan eus saverien Kevredigezh Vroadel Breizh, ha kannad evit ar Mor-Bihan etre 1898 ha 1919.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet ofiser en arme ur pennad, e teuas da vezañ kannad, en anv ar roueelourien, er Mor-Bihan. Dont a reas da vezañ unan e-mesk paotred an Emsav breizhek ha difenn a rae mennozhioù breizhek gant ar gomz pe ar bluenn. Lakaet e voe e penn Kevredigezh Vroadel Breizh ("Union Régionaliste Bretonne") e 1898 ha chom a reas en he fenn e-pad bloavezhioù, betek an Eil Brezel-bed. E 1909, evel kannad evit pastell-vro Gwened e c'houlennas digant ministr an Deskadurezh Publik, Gaston Doumergue, lakaat kelenn brezhoneg e skolioù eil derez Breizh. Nac'h krenn a reas ar ministr.

E-pad ar Brezel-bed kentañ en em gannas war an talbenn, daoust d'e oad (56 vloaz) ha medalennoù en devoe : al Lejion a enor ha Kroaz-brezel 1914-1918. E dibenn ar brezel, e 1919, e c'houlennas digant Thomas Woodrow Wilson, prezidant Stadoù Unanet Amerika, e vefe daskoret he frankiz da Vreizh, en anv gwir ar pobloù d'en em ren o-unan, ha divizet ar frankizoù-se pa vefe bet sinet ar peoc'h etre an holl vroioù. Dileuridi Bro-C'hall en divizoù-se avat, ar c'hentañ ministr Georges Clemenceau en oa zouez, ne oant ket bet a-du gant kement-se !

D'ar 1añ a viz Kerzu 1940 e sinas a-gevret gant Frañsez Jaffrennou ha Roparz Hemon ur reketig anvet Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall")[1] : evit ma vije savet ur vodadeg evit ar "broviñs", ma vije anvet Bretoned da gargidi, ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù[2].

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le droit des langues et la liberté des peuples, Sant-Brieg, 1919
  • Nominoé, père de la patrie, Roazhon, 1912
  • Les frairies de la paroisse de Macerac, Naoned, 1883

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Levrenn gentañ, Frañsez Favereau, pajenn 71
  2. De 1940 à 1941, réapparition d'une Bretagne provisoirement incomplète, un provisoire destiné à durer , Etienne Maignen, Bulletin et mémoires de la Société archéologique et historique d'Ille-et-Vilaine, tome CVIV 2010

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]