Fanny Chauffin

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Fanny Chauffin, ganet e 1962, zo kelennerez e Diwan, kelaouennerez evit an ABP, skrivagnerez vrezhonek dindan an anv Milena Krebs ha filmaozourez.
Tapet ganti un doktorelezh d'an 31 a viz Meurzh 2015 dindan renerezh Ronan ar C'hoadig e Skol-veur Roazhon 2 : Diwan, pédagogie et créativité : approche critique des relations entre pédagogie, créativité et revitalisation de la langue bretonne dans les écoles associatives immersives Diwan.[1].
Aozerez Festival Taol Kurun etre 1995 ha 2014, prezidantez ha besprezidantez an teir c'hevredigezh Kuzul Skoazell Skol Diwan Kemperle, Féa ha Cent pour un toit.
C'hoarierez er strollad "Fubudenn", strollad c'hoariva e brezhoneg hag e galleg.
Kanerez gant ar strollad FAMS hag ar c'houblad Colomer/Chauffin.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Levrig ar buhezour, 2004, asambles gant Katell Chantreau.
  • Levrig an aozer, 2007, asambles gant Katell Chantreau.
  • An dakennig c'hlav, 2007, Al liamm, n° 364, 2007.
  • Poupenn, 2007, asambles gant Tinna Frakys
  • Un, div, teir, 2009, asambles gant Mai-Ewen ha Riwanon Kervella
  • Pikez blev ruz, 2009, a-gevret gant Denise Lefranc
  • Yellowcake, 2010.
  • Kroaz Hent, 2011, asambles gant Moran Dipode, Mai Ewen ha Tinna Frakys
  • Daou dre gant, 2012
  • Gad Nenenn, 2012
  • Avanturioù Zett, asambles gant Denise Le Franc, 2013.
  • Ma 400vet deiz-ha-bloaz, Al liamm, n° 401, 2013.
  • Haruto, 2014
  • Troioù kaer Gondolo, 2014, asambles gant Marguerite Paulet
  • Ne ouie ket Lola / Lola ne savait pas, berrfilm, 2015 [2]
  • Bertsu ha kan-ha-diskan. Penaos adperc’hennañ (h)e yezh gant un arz poblek ?, Al liamm, n°410, Mae-Even 2015.
  • An haiku : beñveg krouiñ ha doare da briziañ ul live yezh ?, Al liamm, n° 411, Gwengolo-Here 2015.
  • Akina, asambles gant Marie Chiff'mine, 2016
  • An tad seizh brec'h, asambles gant Marie-Françoise Castric, 2016
  • Lizhiri Tetad, Keit Vimp Bev, 2017.
  • Rap ar saout, Keit Vimp Bev, 2019

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La pikez aux cheveux rouges, Keit Vimp Bev, 2010.
  • Diwan, 40 ans déjà !, Yoran embanner, 2017
  • Entre rêves et réalités : les lycéens de Diwan. Revitalisation linguistique en breton et jeunes locuteurs , « Les langues régionales dans l’éducation à la diversité : les dispositifs à l’épreuve », L’Harmattan, 2016.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]