Mont d’an endalc’had

Katell Chantreau

Eus Wikipedia

Katell Chantreau, ganet e Créteil e 1976, a zo ur skrivagnerez hag ur stourmerez war dachenn ar brezhoneg ivez. War treuzkas ar brezhoneg er familhoù eo deuet arbennigourez ivez.

Desavet e bannlev Pariz gant un tad orin eus ar Morbihan e tivizas dont da Vreizh da genderc'hel he studioù e Skol ar skiantoù politikel Roazhon, met e troas da studi an Istor. Dizoloiñ a reas ar brezhoneg hag ez eas da zeskiñ anezhañ dre kentelioù noz Skol an Emsav. Kevrenn Brezhoneg ha Keltieg Skol-veur Roazhon 2. Eus Gwengolo 2000 da Ebrel 2001 ez eas da gantren en Ecuador, e Perou hag e Bolivia, ha diouzh-se e savas ul levr beaj divyezhek, e-lec'h e reas kalz a daveoù da statud yezhoù an Indianed ginidik.
Diouzh danevell ar veaj pinvidikaet gant titouroù war an teir vro e tennas danvez ur vestroniezh savet dindan renerezh Herve Bihan.
En em staliañ a reas e Roazhon e-lec'h e voe engouestlet e luskadoù sevenadurel evit diorreiñ implij ar brezhoneg. Roet he doe harp da Ziwan Roazhon ha d'an embannadurioù Hipolenn.
Tutaet e voe, da gentañ gant Dastum ha da c'houde gant an UBAPAR betek 2018 evit stummadurioù ar vuhezourien evit aozañ kampoù dudi evit ar re yaouank, ken e bezhoneg hag e gallaoueg. lakaas ar re vrezhonek da ziorreiñ.
E 2014 e tilojas gant he familh e Pouldregad en ur feurm kozh da vezañ ratreet gant familhoù all. Kendalc'h a ra gant he engouestladur e Hipolenn evit lakaat ar re yaouank da lenn e brezhoneg. E Mezheven 2022 e echuas ul labour studi war skiantoù an deskadurezh evit souten un dezenn dindan renerezh Hugues Pentecoûteau ha Stefan Moal, Treuzkas ur yezh orin minoraelet d'ar vugale : kas ar brezhoneg[1].

Arbennigourez war an desevel bugale e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre he skiant-prenet ez-personel, dre he labour micherel evit an UBAPAR hag diouzh he enklaskoù skolveuriek e tenn spled Katell Chantreau evid lakaat he ouiziegezh da vezañ skignet en ur terhel prezegennoù.

Engouestladur politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2007 e roas he anv d'ar Re C'hlas pa 'z eas Nicolas Sarkozy da brezidant Bro-C'hall.
Stourm a reas gant ar C'henstroll Brezhoneg e Roazhon hag a ginnigas hemañ, e 2013, Mennozhioù evit ur steuñv diorren ar brezhoneg e Roazhon.
E 2020 ez eas war ar renk evit an dilennadegoù kumun hag e voe dibabet evit bezañ kuzulierez-gêr Pouldregad ha lakaet da eil-brezidantez Douarnenez Kumuniezh, e karg an treuzkemm ekologel[2].
Ne anzav ket mui un emezeladur politikel, met e talc'h d'ober war an dachenn bolitikel ekologel.

Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech he deus tapet Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg, e 2006 en hec'h anv, hag ur wech all e 2011 dre hanterouriezh ar gevredigezh Hipolenn. Ha danvez loreadez eo bet e 2003.

  • Tezenn da lenn war thèses.fr: Treuzkas ur yezh orin minoraelet d'ar vugale : kas ar brezhoneg, Skol-veur Roazhon 2, soutenet e 2022.
  • Eil oberourez levr Patricia Legrand-Peoc'h, Les ailes froissées, Ouest-France, 2014
  • Tramor son ha ton, skrivet gant Patricia Legrand-Peoc'h
  • Eil oberourez levr Patricia Legrand-Peoc'h, Balafenn houarn, Keit Vimp Bev, 2011.
  • Caminante, danevelloù eus an Andoù = Caminante, chroniques andines, levr savet e gallek gant an droidigezh brezhonek, L'Œil électrique, 2006.

YouTube

  • Al laou zo deuet en-dro, 2015

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhoweb

Notennoù ha daveeennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Katell Chantreau, auteure d’une thèse sur la transmission de la langue bretonne dans le cercle privé E-barzh Ouest-France, 19 Meurzh 2003.
  2. Loeiza Larvor, Katell Chantreau gère avec « zéro budget » à la commission environnement de Douarnenez Communauté. E-barzh Le Télégramme, 5 Eost 2020.