Mont d’an endalc’had

Ar Releg-Kerhuon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Releg-Kerhuon)
Ar Releg-Kerhuon
Ar Releg gwelet eus Plougastell.
Ar Releg gwelet eus Plougastell.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Le Relecq-Kerhuon
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Gwipavaz
Kod kumun 29235
Kod post 29480
Maer
Amzer gefridi
Laurent Péron
2020-2026
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 11 897 ann. (2023)[1]
Stankter 1 850 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 24′ Norzh
4° 24′ Kornôg
/ 48.4, -4.4
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 145 m
Gorread 6,43 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ar Releg-Kerhuon

Ar Releg-Kerhuon a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Leon hag e departamant Penn-ar-Bed. A-wechoùigoù e vez graet gant an anv "Kerc'horr" evit ober anv eus ar gumun, gant tud eus an diavaez, met e gwirionez ez eo Kerc'horr ur rannig hepken eus ar gumun, hag evel ma oant pesketaerien e oant brudet en diavaez eus ar gumun.

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D’an 2 a viz Gwengolo 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • Er Releg emañ ar skolaj kentañ zo bet digoret gant Diwan. E Gwengolo 2012 e oa 172 skolajiad ennañ (23,6% eus skolajidi ar gumun)[2].
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet 119 skoliad e Diwan hag klasoù divyezhek publik ar gumun (10,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3]
  • Mervel a reas 123 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 2,81% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Fuzuilhet e voe ur milour bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 5 a viz Ebrel 1915.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • War lez ar stêr Elorn emañ ar Releg-Kerhuon.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Rosalie Léon, ur vatezh aet da zimeziñ gant ur priñs rusian (1832-1886).
  • François Penvern, soudard en 3 Rujumant Troadegiezh,fuzuilhet gant al lu gall e-doug ar Brezel-bed kentañ d'ar 5 a viz Ebrel 1915, en ul lec'h anvet "Le Rendez-vous de Chasse" e Koad Hesse en Aubréville, er Meuse (Bro-C'hall)[8].
  • Émile Zédé, besamiral, ganet d'an 23 a viz Genver 1827, prefed ar mor e Brest etre 1888 ha 1892, marvet d'an 13 a viz Mae 1900 er Petit-Cosquer (maner ar Gué Fleuri). Kemeret en deus perzh e brezel Krimea hag e Eil Brezel Dizalc'hiezh Italia. Komandant lejion a enor Bro-C'hall eo bet[9]. Douaret e Brest.
  • Léopold Maissin (1854-1937), liesteknikian, greantour, rener poultrerezh ar Vilin-Wenn, politikour, betmaer Ar Releg-Kerhuon.
  • Camille Vallaux, douaroniour, kelenenner e lise Janson-de-Sailly, difenner ar skol laik. Ganet e 1870 e Loir-et-Cher, tremenet en deus e retred e Ty Dreo er Releg-Kerhuon lec'h ma varvas e 1945.
  • Amiral Georges Thierry d'Argenlieu, ganet e Brest d'ar 7 a viz Eost 1889, marvet d'ar 7 a viz Gwengolo 1964 er c'harmel er Releg-Kerhuon.
  • Pierre Saliou, marc'hhouarner ganet er Releg-Kerhuon d'an 22 a viz Kerzu 1903.
  • Jean Olié (1904-2003), ofiser en tirlu gall.
  • Jacques Fitamant (1905-1980), isofiser en Eil Rannarme Hobregonet, kompagnun an Dieubidigezh.
  • Xavier Langlois (1911-1944), komandant batailhon bale nv 1[10].
  • Henri Beaugé-Berubé, ganet e 1920 ha marvet e 2015, stourmer er Frañs Dieub, kompagnun an Dieubidigezh.
  • Jacques Lebreton, ganet e 1922 ha marvet e 2006, lesanv Jacques Beaugé eus maner Lossulien, stourmer er Frañs Dieub, skrivagner, breur Henri Beaugé-Bérubé.
Bro Kêr Abaoe
Kernev-Veur Bosvenegh 1979

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]