Maguy Kerisit
Maguy Kerisit, ganet e 1975 e Kledenn-ar-C'hab, zo ur skrivagnerez hag a skriv e brezhoneg evit ar re yaouank.
He levrioù evit ar grennarded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet he deus pemp levr evit ar grennarded. Klask a ra sachañ evezh ar vrezhonegerien yaouank, en o yezh dezho. Gouzout a ra petra a blij dezho, da skouer : « Ne gavan ket diaesoc'h skrivañ evit ar re yaouank, gant ma chomer war tachennoù ar vuhez bemdez. Traoù zo a c'heller loc'hañ diwarno : ar garantez a blij kalz d'ar re yaouank, an urzhiataer, ar pellgomzer hezoug, an dramm, an teknologiezhioù nevez, ar sportoù, an dazont micherel... Un oad etre eo. N'int ket tud deuet c'hoazh, met ne blij ket dezho bezañ kemeret evel babigoù. Plijout a ra dezho ur vuhez etre ar gêr hag ar skol ».
He soñjoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu soñjoù Maguy, eus ar grennarded: "Ar c'hoarioù video ne badint ket, marteze... Gwir eo e vez gwelet kalz télé "réalité" (skinwel gwirvoud), met ne gav ket da Vaguy e vez dedennet an dud yaouank, o welet ar pezh a vevont war-eeun. Mont da welet filmoù evit gwelout traoù disheñvel." Ne gav ket dezhi e vefe ken fall-se stad an traoù gant ar re yaouank, pa wel petra a lenn ar grennarded, da skouer: Harry Potter..."
Plijout a ra kalz da Vaguy lakaat troioù-lavar poblek e-barzh he levrioù, lakaat buhez, ha chom tostoc'h ouzh ar yezh komzet.
Hec'h oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ameli Penn-Koumoul, TES, 2005 (Priz Langleiz). Ur galonad he deus Ameli. N'eo ket evit gouzañv ar skolaj ken : ar c'hentelioù sport, ar baotred a ra goap ouzh he fouez, an teir bompinell diouzh ar c'hiz ha, kement hag ober, ur c'hampagn-kelaouiñ war ar boued ! Re zo re, dav eo da Ameli kavout un diskoulm...
- Ur goukoug dindan an doenn, dastumad Koad glas, TES, 2006.Kreskiñ a ra an dud e familh Ameli Penn-koumoul, pezh a zegas levenez ha birvilh war un dro. Ret eo da Ameli deskiñ ur vicher nevez, hini c'hoar vras Erle, ha derc'hel memes tra gant labour ar skol...
- Redek war rodoù, TES. Istor daou grennard, unan anezho o vevañ en ur gador-ruilh.
- Rederig e galon noazh, Al Liamm, 112 p. En istor-se e kont e vez karantez war vord ar mor e-pad ar vakañsoù-hañv. Nag a levenez hag a frankiz pa zeu an hañv hag ez eo echu gant ar skol. Neuze e c'hell Rodrig mont da redek war an tevenn, kantren e-touez ar reier, analat c'hwezh ar bezhin, sellet ouzh ar mor... hunvreal. Vona, ur vignonez a-gozh, a vez e Koadmanac'h ivez e-pad ar vakañsoù ha plijet eo Rodrig en he c'hompagnunezh. P'en em gav Agat avat ez eo un afer all, hag un tamm fonnusoc'h e sko e galon en e greiz.
- Kousket e peoc'h, dastumad Koad Glas, tresadennoù gant Kristig, Meurzh 2008, TES. ISBN : 978-2-912905-89-5
- Kenlabour e Karantez dispaket, gant Filip Oillo, Jef Gedez, M., Maguy Kerisit, Kêr-Iz, Enezeg, Olöf Pétursdottir, Al. Merser, Eflamm Gwegen, P.S.K., Malo Festan, Dom Duff, Mai Ewen, Mich Beyer, Louis-Jacques Suignard, Rhisiart Hincks, Moran Dipode, Kemo, Anna Canevet..., miz Here 2007, Embannadurioù An Alarc'h. ISBN : 978-2-916835-03-7
- Labour ha dilabour, dastumad Koad Glas, Tresadennoù get Kristig, Maie 2010, TES, ISBN : 978-2-35573-035-1, la quatrième aventure d'Ameli Penn-koumoul.
- Labour ha dilabour (2), dastumad Koad Glas, Tresadennoù get Kristig, Ebrel 2011, TES, ISBN : 978-2-35573-036-8
- Ar vuhez all am boa bet, dastumad Koad Glas, Tresadennoù get Christelle Le Guen, Gouere 2017, TES. ISBN : 978-2-35573-202-7
- Alida war an treuzoù, dastumad Koad Glas, Tresadennoù Gael Cuin, Genver 2016, TES. ISBN : 978-2-35573-157-0
Pennadoù e-barzh Al Liamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danevelloù, barzhonegoù ha troidigezhioù he deus embannet e-barzh Al Liamm.
Pennadoù e-barzh Brud Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenlabourat a ra ivez gant Brud Nevez ha meur a bennad he deus skrivet e-barzh.
Priz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet he deus Maguy Kerisit Priz Langleiz e 2005 gant he levr Ameli Penn-koumoul .