Ofis publik ar brezhoneg
OPAB | |
---|---|
![]() | |
Bro | ![]() |
Krouidigezh | 17 Gwengolo 2010 |
Framm | Diazezadur publik a genlabour sevenadurel |
Sez | Karaez-Plougêr |
Prezidant | Paul Molac |
Rener | Fulup Jakez |
Koskor | 27 gwazour·ez |
Kevelerien | 220 foran 700+ prevez |
Budjed | 1 385 000 € |
Internet | www.brezhoneg.bzh |
Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) zo un diazezadur publik a genlabour sevenadurel (DPKS) bet krouet gant Rannvro Breizh, Rannvro Broioù-al-Liger, kuzulioù pemp departamant Breizh istorel hag ar Stad c'hall d'an 17 a viz Gwengolo 2010 da gemer lec'h ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg adalek miz Here 2010[1]. Er bloaz 1999 e oa bet krouet Ofis ar brezhoneg diwar youl Rannvro Breizh. Abaoe 2004 e oa bet embannet fraezh c'hoant ar Rannvro da gemmañ ar statud a-benn sevel er un DPKS.
Brudañ ar yezh hag he skoazellañ d'en em zispakañ war holl dachennoù implij ur yezh zo e-touez kefridioù pennañ OPAB. Lakaat a ra an Ofis publik da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik a zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra da frammañ diorroadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek peurgetket. Perzh a gemer ivez, da vat, el labour pinvidikaat korpus ar yezh hag azasaat ar brezhoneg ouzh ezhommoù ar bed a-vremañ.
Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu amañ aozadur OPAB e dibenn ar bloaz 2021.
- Kuzul-merañ
- Prezidant : Paul Molac
- Izili : 4 dileuriad eus Rannvro Breizh ; 2 zileuriad en anv ar Stad c'hall (Prefeti ha Rektorelezh) ; 1 dileuriad eus Kuzul-rannvro Broioù al Liger ; pep a zileuriad evit departamantoù Breizh istorel ; 2 zen perzhek ; Prezidant ar C'huzul-aliañ ; 3 dileuriad eus an hentadoù divyezhek ; 2 gannad ar c'hoskor ; maer Karaez-Plougêr.
- Kuzul skiantel divizoù hag erbedadennoù
- Prezidant : Frañsez Favereau
- 10 ezel·ez
- Kuzul-aliañ
- Prezidant : Yannig Menguy
- 19 aozadur hag a labour war dachenn ar vugaligoù, ar c'helenn d'an oadourien, an deskadurezh, ar mediaoù, ar c'hoariva, an diduamantoù sokiosevenadurel, hag all.
- Pol Yezh
Labourat a ra ar pol Yezh war korpus ar brezhoneg.
- Servijoù : Treiñ-Aliañ • TermBret • Teknologiezhioù an niverel • Glad yezhel ha panellerezh.
- Pol Studi ha diorren
- Servijoù : Arsellva implij ar yezhoù • Ajañs Diorren an OPAB
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Le Télégramme, 16/10/2010. Kavet : 12/11/2021.