Pierre Louis Moreau de Maupertuis

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Pierre Louis Moreau de Maupertuis | |
---|---|
![]() Pierre-Louis Moreau de Maupertuis gwisket amañ gant feur e-pad e ergerzhadeg e Laponia | |
Ganet | 7 a viz Gouere 1698 Sant-Yowan-an-Havreg |
Marvet | 27 a viz Gouere 1759 Basel |
Micher | matematikour, astronomour ha bevoniour |
kemmañ ![]() |
Pierre Louis Moreau de Maupertuis (7 a viz Gouere 1698, Sant-Yowan-an-Havreg — 27 a viz Gouere 1759, Basel) a oa matematikour, astronomour ha bevoniour.
Gantañ e voe roet da anavezout pennreolenn an aktadur bihanañ.
D'e ugent vloaz ez eas d'an arme ma teuas da vezañ letanant en ur rejimant marc'hegerezh ha studiañ a reas ar matematik war e amzer vak. Goude-se e tilezas an arme hag e teuas da vezañ ezel eus akademiezh ar skiantoù e 1723. E 1728 e reas ur veaj betek Londrez hag eno e voe dilennet kenseurt eus ar Gevredidezh Roueel (Royal Society). E 1736 e voe e penn an ergerzhadeg kaset gant Loeiz XV da Laponia evit muzuliañ hirder un derez eus an hedredenn, ha goude e zistro e teuas da vezañ ezel eus holl gevredigezhioù skiantel Europa pe dost.
E 1740 ez eas Maupertuis da Verlin war goulenn Frederig II (Prusia) ha kemer e reas perzh en emgann Mollwitz ma voe prizoniet gant an Aostrianed. Goude bezañ dibrizoniet ez eas en-dro da Verlin, ha da c'houde da Bariz e-lec'h ma voe degemeret en akademiezh c'hall. Goude bezañ bet o chom ur pennad e su Frañs evit ober war-dro e yec'hed a oa war ziskar, e varvas e Basel. En abeg d'e benn kalet e voe tabut etre eñ, Samuel Koenig ha Voltaire pergen.
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ e labourioù pennañ :
- Sur la figure de la terre (Pariz, 1738)
- Discours sur la parallaxe de la Lune (Pariz, 1741)
- Discours sur la figure des astres (Pariz, 1742)
- Éléments de la géographie (Pariz, 1742)
- Lettre sur la comète de 1742 (Pariz, 1742)
- Astronomie nautique (Pariz, 1745 ha 1746)
- Vénus physique (Pariz, 1745)
- Essai de cosmologie (Amsterdam, 1750).
Embannet oa bet e Oberennoù e 1752 e Dresden hag e 1756 e Lyon.