Aaron (sant)
Neuz
Aaron, anvet ivez Sant Aaron, a oa ur manac'h brezhon, er VIvet kantved, a oa o chom pe war enez Kezambr, pe war an enez a zo dirak Aled, hag a zo deuet da vezañ kêr Sant-Maloù.
Istor pe mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez a zo bet skrivet e oa a orin eus Kembre. Bevet en dije e-tal Lambal, er barrez anvet Sant-Aaron, a-raok mont da Aled, hag alese d'an enez, ma kentelias Maloù, a voe eskob kentañ ar c'hornad.
Ilizoù ha chapelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chapel Sant Aaron, e kêr Sant-Maloù.
Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne vez ket roet evel anv-badez ken. Marteze peogwir eo re vihan brud ar sant brezhon, pe peogwir ne vez liammet an anv nemet ouzh Aaron an Testamant Kozh.
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Catholic Encyclopedia - St. Machutus (meneg zo ennañ eus Aaron)
- Catholic Forum
- Holweck, F. G. A Biographical Dictionary of the Saint. St. Louis, MO: B. Herder Book Co. 1924.