Maskaregnez
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ar Maskaragnez (galleg: Les Mascareignes; saozneg: Mascarene Islands) a zo un enezeg e Meurvor Indez, er-maez da aod reter Madagaskar. Teir enezenn bennañ a ya d'ober an enezeg: ar Reünion, Moris ha Rodrigez. Dont a ra an anv diwar hini Pedro Mascarenhas, ur merdeer eus Portugal a veajas dre eno e penn kentañ ar XVIvet kantved.
An inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar Reünion (La Réunion) a zo un departamant tramor e dalc'h Frañs;
- Moris (Mauritius), ur stad dizalc'h;
- Rodrigez (Rodrigues), un enezenn digenvez 650 km er reter da Voris. Un enezenn damemren stag ouzh Republik Moris eo.
- Cargados Carajos (pe Kerreg Sant Brandon), meret gant Moris.