Mont d’an endalc’had

Cyril Ramaphosa

Eus Wikipedia

Matamela Cyril Ramaphosa, ganet d'ar 17 a viz Du 1952 e Soweto, zo ur politikour suafrikan, prezidant Republik Suafrika abaoe ar 14 a viz C'hwevrer 2018.

Bet eo bet sindikalour ha paotr a aferioù. Bez-prezidant Suafrika eo bet etre 2014 ha 2018. Dilennet eo bet da brezidant an ANC e 2017, ha deuet eo da vezañ prezidant ar vro e 2018 da heul dilez Jacob Zuma. Prezidant Unaniezh Afrika eo bet ivez e 2020.