Mont d’an endalc’had

Chapel Itron Varia ar Feunteun Wenn

Eus Wikipedia
Chapel Itron Varia ar Feunteun Wenn

Feunteun Wenn a dalvez « Feunteun Sakr » en Henvrezhoneg ha lidoù relijius a zo bet dalc’het a-bell ‘zo el lec’h mañ. Un delwenn eus doue kelt ar frouezhusted a voe dizoloet war an dorgenn e lec’h m’emañ bremañ chapel ar Feunteun Wenn. Miret e vez atav an delwenn maen kersantit-mañ e Mirdi ar Sivi e bourk Plougastell.

Menec’h Abati Daoulaz a zeuas da gristenaat al lec’h, ha badezet e voe Roz Menec’h en XII vet kantved. Er XV vet kantvet e voe savet ur prioldi a oa graet Rosa Monachorum dioutañ e latin. Ur c’halvar bihan a voe savet d’ar memes koulz met diblaset e voe e 1951.

Kontet e vez e voe savet Chapel Itron Varia ar Feunteun Wenn goude ma voe kavet un delwenn eus ar Werc’hez en ur wezenn gistin. Kaset e oa bet d’an iliz parrez met distroet e vije bet he unan e kichen ar feunteun! Ret mat e oa sevel ur chapel da reiñ bod dezhi pa ne felle ket ar werc’hez bezañ kaset da lec’h all! Un tour gotek a sav a-us d’ar chapel. Diouzh tu ar c’hreisteiz emañ porched ar chapel, ur rozenn kizellet er maen a-us d’an nor vras.

Dour ar feunteun a oa dour burzhudus evel-just ha brud en doa da c’hallout pareañ ar vugale re dreut. E penn kentañ an Xxvet kantved e oa bet digoret un uzin er geriadenn evit ober koñfitur sivi ha kaotigell avaloù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.