Mont d’an endalc’had

Chapel Sant-Dren

Eus Wikipedia
Chapel Sant Dren

Chapel Sant Dren zo ur savadur bras a-walc'h eus ar XVIvet kantved e Plougastell-Daoulaz. Emañ 5 km e mervent ar vourc'h, e deun an Aberloc'h (Lauberlac'h), war glann dehou ar wazh.


Mont a ra un nev hag ur groazell d'ober anezhañ. Stumm dorn ur baner zo gant an nor e talbenn ar c'hornôg, gant ur wareg damblaen-begek eus an azginivelezh a-us dezhi. A-zioc'h an nor ez eus un enskrivadur a zispleg e oa savet ar chapel d'an eil sulvezh a viz Mae e 1549 gant Herri a Gastell (Kastell-Paol?), person Plougastell, en enor da Intron-Varia Goñfort ha da Sant Adrian[1]. Kemer a reas ar chapel-se lec'h unan koshoc'h rak danevell a ra ur skrid eus ar 27 a viz Kerzu 1414 e oa roet 5 lur leve da Abati Daoulaz gant Marc'harid Burel diwar douaroù hag a oa etre chapel sant-dren ha Plougastell. Un tour bihan oa bet savet e fin ar marevezh gotek.

Hervez lod, patrom ar chapel a vefe Sant Adrian a brezegas ar feiz katolik e Breizh-Veur hag a varvas e 720. Seblantout a ra e vefe gouestlet ar chapel d'ur sant merzher kentoc'h. Da lâret eo Sant Adrian, merzher e Nikomedia war-dro 303. Brudet e oa er Grennamzer, evel Sant Bastian ha Sant Anton, da wareziñ an dud diouzh ar c'hleñvedoù pegus. Marteze en dije kemeret lec'h Sant Derien, keneil da Sant Neventer, evel patrom ar chapel.


E-leizh a zelwennoù a dalvoudegezh a zo er chapel-se : Sant Erwan etre ar paour hag ar pinvidig en ur c'hustod koad eus ar XVIIvet kantved, un delwenn eus ar Werc'hez vamm (XVIvet), eus Santez Ana (XVIvet), eus Sant Adrian (XVIvet), eus Sant Marzhin, Sant Alar, Sant Fransez Asiz, ha re all ... E korn biz talbenn ar chapell e weler un aerouant el laez

Ur c'halvar bet savet e 1594 a zo e kichen ar chapel. Diblaset e oa bet e 1940.

  1. En bloaz mil pemp cant hanter cant nemet unan es voe fontet an chapel man en eil sul a mae en amser maest Herry a Castell rector Ploecastell ........ ha sant Adrian"