Boned
Ur boned zo ur pennwisk dierien ha hep tamm stumm kalet ebet ennañ. E gloan e vez graet alies, e danvez kevanaozet a-wechoù. Meur a seurt bonedoù zo, hervez an implij a reer anezho.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1499 ez eo testeniekaet ar ger "boned", diwar ar galleg kozh bonet "danvez da fardañ pennwiskoù" (1160), diwar latin ar Grennamzer abonnis, a zo germanek e orin[1]. Evit a sell ouzh ar pennwiskoù e klot ar ger boned gant ar ger saoznek bonnet, a dalvez evit pennwisk ur vaouez (hag ivez evit hini ur vaouez pe ur gwaz e Bro-Skos hepken). Diwar ar galleg e teu ar ger saoznek, a zo testeniekaet abaoe 1375-1425[2].
Doareoù bonedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ret eo disheñvelout ar bonedoù da wiskañ er-maez hag ar re da chom en ti, ar re da ziwall diouzh an avel hag ar re da zerc'hel blev ar merc'hed er gêr, ha re ar baourien ha re ar vondianed.
- Ar bered, ha meur a seurt zo anezho ivez, hep kontañ ma vez mesket bered ha boned gant forzhik tud.
- Bonedoù Bro-Skos :
- an tam o'shanter
- boned Balmoral
- ar Glengarry
- ar boned plu
- ar boned frigian
- ar boned-noz
- an tam
Bonedoù relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez kumuniezhioù relijiel a zo e vez gwisket bonedoù gant ar merc'hed, hiziv evel er XVIvet kantved. Kement-se a veze graet gant ar Vignoned (Quakers) betek an XXvet kantved, hag a vez graet c'hoazh gant an Old Order Mennonites hag an Amished.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Emsavadeg ar Bonedoù ruz e Breizh e 1675.
- Ul luskad "Bonedoù ruz" zo bet adarre e Breizh e 2013, a rae dave da Emsavadeg 1675.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ar skrivagnerez danek Anna Magdalena Høpfner
-
An tam o'shanter eo anv ar boned skos peurvuiañ, met meur a seurt zo.
Liamm diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Albert Deshayes (2003), Dictionnaire étymologique du breton, Le Chasse-Marée, ISBN 978-2-9142-0825-3 (fr)
- ↑ Random House Webster's College Dictionary, Random House, New York, ISBN 978-0-375-42560-8 (en)