Seiz vloaz e bro ar Vorianed
Seiz vloaz e bro ar Vorianed zo un seurt levr eñvorennoù savet gant Ab-Sulio hag embannet e 1929 e Brest. Ennañ e kont Yann ar Gall (Jean-Marie Le Gall er marilhoù-kêr) ar pezh en dije gwelet ha bevet e Madagaskar war-dro ar bloavezhioù 1920. Ur soudard a-vicher eo bet e-pad 25 bloaz, hag a zo bet o servij hag oc'h en em gannañ e rejimantoù-mor an trevadennoù gall.
Deskrivañ a reas ar broioù a welas e-doug ar veaj war vor evit mont di : Egipt, Afrika ar Reter alaman, Komorez (Komor hag enezenn Komor-Veur hervezañ) pa voe bet kaset, ha-eñ kanolier oc’h ober e goñje e Brest, da enezenn veur ar Mor Indez goude ar Brezel-bed kentañ. Koulskoude e c’heller lakaat e douetañs darn eus ar fedoù kontet, pa lenner war ar bajenn ziwezhañ : «Va romant a zo gwiriek hed-da-hed an neudenn. Bremañ, dius d'an neb a garo pe d'am c'hredi pe da chom heb ober ». "Ur romant droch" a voe graet eus al levr gant Frañsez Favereau[1].
E fin al levr e kaver ar frazennoù :
"Keltiegourien gouiziek
Reit d'in kals meuleudi, ... M'am c'havit dellezek. Stlapit 'r maen ·gant va fri,
Mar doc'h glan a fazi.
Iskis eo anv an ti-moullañ a weler e kolofon al levr : "Moulerez, 17 ru Aljesiras, Brest", pa ne anver ket ur voullerezh evel-se. Un doare da guzhat an embregerezh a-dreñv pa ne gave ket mat dezhañ diskouez e veze moullet levrioù e brezhoneg gantañ. Ar memes merk peurober e weler e pajenn zivezhañ ar gelaouenn Gwalarn, niv. 46, miz Gwengolo 1932. Tost e oa an oberour da Roparz Hemon moarvat, pa oa o chom 48 straed ar C’hastell[2], tre-kichen Ti ar brezoneg (48 bis) e-lec'h ma roe hemañ kentelioù brezhonek e-pad ur prantad[3].
Sell trevadennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur sell dismegañsus a zo alies gant an aozer war ar pobloù a vez dizoloet gantañ. "Da heul eur bagad morianed flaerins eo ez an, siouaz ! I, ken disuj, ken disent, ker warlerc'hiet, ha dougetoc'h da gasaat eget da garout!" (pajenn 185). Pe c'hoazh "Meuriadou ar vro-ma, ne vern ket ar ouennou anezo a zo degemerus, peoc'hiek, karadek. hag anaoudek; hogen tud re-aonik int, rak an distera direizadenn a laka-i da foll : ar gwel ouz eun naerig a zo trawalc'h da ober d'ezo froma ; a-hend-all, 'vat, int gounideien douar akuit, mailhed besketourien ha mordeïdi arroutet" (pajenn 69).
Pennadig levraouegel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ab-Sulio, Seiz vloaz e bro ar Vorianed, Brest, Moulerez 17 ru Algésiras, 1929, 194 p. Luc’hskeudennoù, engravadurioù, geriaoueg.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Le Gall, Jean-Marie (an eil, pajenn 227)
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al levr e Gallica
- Seiz vloaz e bro ar Vorianed war lec'hienn Eskopti Kemper