Emmylou Harris

Eus Wikipedia
Emmylou Harris o seniñ en Ahoy, Rotterdam, Izelvroioù, e 2006.

Emmylou Harris, ganet d'an 2 a viz Ebrel 1947, e Birmingham, Alabama, zo ur ganerez stadunanat hag a gan country, folk, rock. Skrivañ kanaouennoù ha seniñ gitar a ra ivez, ha kanañ gant kanerien all en abadennoù pe enrolladennoù.

Kanet he deus gant kanerien country e-leizh evel-just : Dolly Parton, Carlene Carter, Linda Ronstadt, Sheryl Crow, Tracy Chapman, hag gant The Chieftains ivez.

He fladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emmylou Harris o kanañ e 2005 e San Francisco, en Hardly Strictly Bluegrass Festival.

Kavet e vo roll he fladennoù en ur pennad hir gouestlet d'hec'h oberennoù er wikipedia saoznek [1].

Menegiñ a c'haller memes tra, e 1987, an albom Trio, gant Dolly Parton ha Linda Ronstadt.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]