Linda Ronstadt

Linda Maria Ronstadt, ganet d'ar 15 a viz Gouhere 1946 e Tucson (Arizona), zo ur ganerez rock ha country-rock stadunanat.
Familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Linda Ronstadt a oa ganet e Tucson e 1946, e ti Gilbert Ronstadt (1911–1995) ha Ruth Mary (Copeman) Ronstadt (1914–1982). He zud o devoa un tamm ranch, 8 devezh-arat dindanañ. Daou vreur hag ur c'hoar he deus : Peter (1981–1991, bet e penn polis Tucson e-pad dek vloaz), Michael J., ha Gretchen (Suzy).
Tad Linda, Gilbert, a oa a wad alaman, saoz, ha mec'hikan. Tad-kuñv Linda Ronstadt, Friedrich August Ronstadt (anvet ivez Federico Augusto Ronstadt) a zegouezhas en Arizona er bloavezhioù 1840, eus Hannover, er C'hengevread alaman, hag a zimezas d'ur Vec'hikanez hag a zeuas da chom da Tucson. He mamm Ruth Mary, zo a orin alaman, saoz, hag izelvroat, ha bet savet e Flint, Michigan, hag he zad a oa un ijinour hag en devoa ur 600 breved bennak, unan anezho evit an endalc'her skorn e kaoutchoug da lakaat er yenerez, hag a reas e binvidigezh.
He micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas da ganañ er bloavezhioù 1960 e Kalifornia en ul lazig folk-rock, The Stone Poneys. Diwezhatoc'h e kanas hec'h-unan hag e reas Hand Sown ... Home Grown e 1969, ur bladenn country. Ne oa ket brudet, met troiadoù a rae gant The Doors, Neil Young, Jackson Browne, gwelet e veze er skinwel, ha kanañ a rae en albomoù ar re all. A-benn ar fin e reas un tamm berzh gant albomoù evel Heart Like a Wheel, Simple Dreams, ha Living in the USA, hag e teuas brud dezhi. Graet e veze "First Lady of Rock" ha "Queen of Rock" anezhi, dilennet da Top Female Pop Singer of the 1970s. Gwelet e voe c'hwec'h gwech war golo Rolling Stone, ha war goloioù Newsweek ha Time .
Teir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1987 e kenlabouras Linda Ronstadt gant Dolly Parton hag Emmylou Harris d'ober un albom ma kanjont o-zeir. Ur Grammy award a voe roet dezhe gantañ. Unan all (Trio 2) a voe graet gante en 1999.
- Canciones de mi padre, ma kan e spagnoleg