British Invasion

Eus Wikipedia
The Beatles o tont d'ar Stadoù-Unanet

The British Invasion (e saozneg), pe an Aloubadeg vreizhveurat (e brezhoneg) a zo un droienn implijet gant kazetennerien stadunanat da gomz eus un anadenn sonerezhel hag a oa c'hoarvezet e-pad ar bloavezhioù 1960, pa oa deuet ur bern strolladoù rock pe pop eus ar Rouantelezh-Unanet d'ar Stadoù-Unanet, evel The Beatles, The Rolling Stones, The Who, ha deuet da vezañ brudet eno, hag er bed a-bezh goude-se.