Aretha Franklin
Aretha Louise Franklin | |
![]() | |
Aretha Franklin e 1968
| |
Ganet | 25 a viz Meurzh 1942 e Detroit |
---|---|
Marvet | 16 a viz Eost 2018 |
Micher(ioù) | oberourez-kompozerez-kanerez |
Benveg(où) | mouezh |
Bloavezhioù oberiant | 1956-2017 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.arethafranklin.net/ |
kemmañ ![]() |
Aretha Louise Franklin , ganet d'ar 25 a viz Meurzh 1942 ha marvet d'ar 16 a viz Eost 2018, a oa ur ganerez, skrivagnerez kanaouennoù ha pianourez stadunanat. Franklin he devoa kroget gant hent ar sonerezh pa oa-hi bugel, o kanañ gospel en iliz New Bethel Baptist Church e Detroit, Michigan lec'h ma oa ministr he zad C. L. Franklin. Da 18 vloaz, e oa kroget gant sonerezh nann relijiel o enrollañ evit Columbia Records. D'ar mare-se ne oa ket deuet a-benn da gaout brud. Franklin a oa deuet a-benn da werzhañ pladennoù ha da vezañ brudet mat ur wech sinet gant Atlantic Records e 1966.
Kanaouennoù brudet he deus bet kanet evel "Respect", "Chain of Fools", "Think", "(You Make Me Feel Like) A Natural Woman", "I Never Loved a Man (The Way I Love You)", pe "I Say a Little Prayer". Gant ar c'hanaouennoù-se e oa deuet da vezañ dreistbrudet Franklin. E fin ar bloavezhioù 1960, Aretha Franklin a oa deuet da vezañ anavezet evel "The Queen of Soul".
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pladennoù studio
Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marvet eo d'ar 16 a viz Eost 2018 gant ur c'hrign-bev eus ar pankreas oadet e oa a 76 vloaz.